3e Rann SS Totenkopf

From Wikipedia, the free encyclopedia

3e Rann SS Totenkopf
Remove ads

An 3de Panzerdivision SS Totenkopf a oa unan eus an 38 unvez Waffen-SS e-pad an Eil Brezel Bed.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...

Istor

Dont a ra an unvez Totenkopf eus an unvezioù diwall ar c’hampoù-bac'h anvet SS-Totenkopfverbände (unvezioù SS gant pennoù marv). Renet e voent gant Theodor Eicke azalek ar 4 a viz Gouere 1934, pa voe anvet da enseller ar c’hampoù-bac’h.

Aozet e oa an unvezioù-se e rejimantoù staliet e kampoù disheñvel :

Thumb
Theodor Eicke

Dindan renerezh Eicke e kemmas perzh SS-TV, gant ar pal lakaat anezho da vezañ prest da vont da vrezeliñ. Kerkent ha lakaet da rener ez eas e darempred gant an holl re a anaveze e SS a-benn reiñ armoù a-walc’h d’e soudarded, ha dreist-holl armoù enep kirri-arsailh, kirri ha marc’hoù-tan. Aozañ a reas ivez ur strollad penn a-raok[1]. Azalek ar mare-se e krogas ur vicher nevez evit Eicke, ha n’en doe mui perzh ebet e aozadur ar c’hampoù-kreizennañ. Ma cheñchas micher ne gemmas ket kredenn avat. E 1940 e teuas a-benn da gendrec’hiñ ur gompagnunezh a-bezh da zianzav ar relijion gatolik, ha kement-se a lakaas kadarnaat gant ul lez-varn velestradurel[2]. E-keit ma oa e penn an traoù e strivas evit ma vefe doujet da zoareoù tuta strizh Waffen-SS, ha danvez soudarded a oa bet degemeret a voe nac’het gantañ[3], nac’h a reas ivez e vefe tennet ofiserien eus rann Totenkopf a-benn kreñvaat unvezioù all[4].

Asambles gant Leibstandarte Adolf Hitler ha SS-Verfügunsgstruppe e voe an unvezioù Totenkopf lodennoù pennañ ar pezh a zeufe da vezañ Waffen-SS. Ur wech adaozet an holl rannoù SS e 1943, e teuas da vezañ an 3de Panzerdivision SS Totenkopf.

D’ar 16 a viz Here 1939 ec’h aotreas Adolf Hitler e vefe bodet an holl rejimantoù Totenkopf gant ar pal aozañ ur rann Waffen-SS. Ebarzhet e voe ar rann-se en eil arme e-pad emgann Frañs e miz Mae 1940. Torfedoù brezel a voe, evel ma oa bet e Polonia.

Thumb

Pa voe kroget Oberiadur brezel Barbarossa e c’houlennas Eicke e vefe roet sammgirri d’e rann a-benn treuzkas e soudarded, e-lec’h ar c’hirri liesseurt en doa bet « Ouzhpenn ar fed e tennomp da dermajied ha kement-se ne glot ket an SS, ne c’haller kas brezel ebet da benn er reter gant seurt kirri»[5]. E miz Gwengolo 1941 e rankas daou rejimant tec’hout rak argadenn an Arme Ruz, ha kement-se a voe rebechet outo gant ofiserien ar Wehrmacht[6].

Remove ads

Anvioù

  • SS-Totenkopf-Division (azalek ar 16 a viz Here 1939), enni :
    • SS-Totenkopf-Infanterie-Regiment 1
    • SS-Totenkopf-Infanterie-Regiment 2
    • SS-Totenkopf-Infanterie-Regiment 3
    • SS-Totenkopf-Artillerie-Regiment
      • schwere SS-Totenkopf-Artillerie-Abteilung (azalek ar goañv 1939/40)
      • SS-Totenkopf-Aufklärungs-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Panzerabwehr-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Pionier-Bataillon
      • SS-Totenkopf-Nachrichten-Abteilung
  • SS-Panzergrenadier-Division Totenkopf (azalek an 9 a viz Du 1942), enni:
    • SS-Panzergrenadier-Regiment 1 Totenkopf
    • SS-Panzergrenadier-Regiment 3 Totenkopf
    • Panzer-Regiment 3
      • SS-Totenkopf-Sturmgeschütz-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Aufklärungs-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Kradschützen-Bataillon
      • SS-Totenkopf-Panzerjäger-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Pionier-Bataillon
      • SS-Totenkopf-Flak-Abteilung
      • SS-Totenkopf-Nachrichten-Abteilung
  • 3. SS-Panzer-Division Totenkopf (azalek an 22 a viz Here 1943), enni :
    • SS Panzer-Regiment 3 Totenkopf
    • SS Panzer-Grenadier-Regiment 5 Thule
    • SS Panzer-Grenadier-Regiment 6 Theodor Eicke
    • SS Panzer-Artillerie-Regiment 3
      • SS Flak-Artillerie-Abteilung 3
      • SS Sturmgeschütz-Abteilung 3
      • SS Panzer-Aufklärungs-Abteilung 3
      • SS Panzerjäger-Abteilung 3
      • SS Panzer-Pionier-Bataillon 3
      • SS Panzer-Nachrichten-Abteilung 3
      • SS Versorgungs-Einheiten 3
Remove ads

Komandanted

Muioc'h a ditouroù Penn kentañ, Dibenn ...

Pelec’h e voe kaset

  • 1940 : Emgann Frañs
  • 1941 - 1942 : Taol Barbarossa
    • Seziz Leningrad
    • Miz Genver – miz Here : Korn Demjansk
    • miz Here : Frañs
  • 1943 : Rusia
    • Emgann Koursk
    • Kharkov
    • Lennborzh Donetz
  • 1944 : Broioù Balt ha Roumania
  • 1945 : Hungaria hag Aostria
    • Rann distrujet e Vienna

Torfedoù brezel

E kement lec’h ma tremenas an 3de unvez SS Totenkopf e voe torfedoù brezel : e Polonia e lazhjont siviled ha yuzevien, ar pezh a lakaas ar jeneral Johannes Blaskowitz da lavarout : « Soñjoù ar soudarded diwar-benn SS hag ar polis a zo etre heug ha kas. An holl soudarded a zo heuget gant an torfedoù bet e Polonia »[7]. Ouzhpenn 250 sivil a voe lazhet e norzh Frañs etre an 19 hag ar 27 a viz Mae 1940, e Beuvry da skouer[8]. 97 prizoniad breizhveurat a voe lazhet ivez d’ar 27 a viz Mae 1940 e Lestrem (Lazhadeg Le Paradis). An torfedoù-se a voe graet dindan urzh al letanant Fritz Knöchlein, hag a voe kastizet d’ar marv ha lazhet abalamour d’ e dorfedoù brezel[9]. 84 soudard eus Lu Breizh-Veur (Kembreiz ha Saozon) eus ar 2nd Bn the Royal Warwickshire Regiment, ar Cheshire Regiment hag ar Royal Artillery[10] hag ur soudard gall a voe drouklazhet el lec’h anvet « La Plaine au Bois » en Ekelsbeke goude bout en em rentet d'an 28 a viz Mae 1940. War dalbenn ar Reter e voe lazhet prizonidi ha siviled, distrujet ha preizhet kêriadennoù Rusia[11], ha lazhet tud e Kharkov hag e Demyansk[12] hag e-pad an emgannoù evit difenn Varsovia ha Budapest e penn kentañ 1945.

Remove ads

Levrlennadur

  • Guido Knopp, Les SS, Un avertissement de l'histoire, Presses de la Cité, 2006
  • Jean-Luc Leleu, La Waffen-SS. Soldats politiques en guerre, Perrin, 2007
  • Charles W. Sydnor, La division SS Totenkopf, Revue d'Histoire de la Seconde guerre mondiale, PUF, 1975, n° 98
  • Charles Tramp, Totenkopf, HEIMDAL
  • Totenkopf, gant Boris Laurent, kelaouenn Axe & Alliés no.6, miz Genver 2008

Pennadoù kar

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads