760
bloavezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar bloaz 760 a zo ur bloavezh bizeost hag a grog ur Meurzh.
Remove ads
Darvoudoù
Europa
- Ebrel : skoulmañ a ra an dug Autchaire hag an eskob Remedius, kaset gant roue ar Franked Pepin ar Berr, un emglev gant ar pab Paol Iañ ha roue ar Lombarded Dider : asantiñ a ra Paol da baouez arc'hiñ tiriadoù bennak ha da baouez klask lakaat ur warezveliezh war Spoleto ha Benevento.
- Taget eo Septimania hag Akitania gant Pepin ar Berr, roue ar Franked. Aloubiñ a ra Carcassona, Toloza, Rodés hag Albi. Rasket eo douaroù an Iliz gant an Dug Waiofar, ha preizhet eo Bourgogn gantañ. Aloubet eo Berry hag Aovergn, dindan beli Akitania, gant Pepin, ha kemeret eo kreñvlec'h Bourbon ha Clermont gantañ. Trec'het eo bagadoù Basked Waiofar gant ar Franked, ha harluet int e Norzh Frankia gant o gwreg ha bugale.

Breizh-Veur
- Emgann Hereford : rouantelezhioù kembreat Brycheiniog, Gwent ha Powys zo trec'h war Mercia hag he roue Offa. En em zieubiñ a reont eus krog an Angl-ha-Saozon.
- Savet eo Kleuz Offa d'ar mare-se etre Bro-Saoz hag ar rouantelezhioù kembreat.
Azia
Sina
Afrika
Amerika
Mezoamerika
- Dilezet eo kêr vaya Dos Pilas (e Guatemala a-vremañ) goude bezañ en em savet Tamarindito ha Petexbatún a-enep aotrouien Dos Pilas.
Remove ads
Arzoù ha skiantoù
- 20 Mae : tremen kometenn Halley
- Diazezet eo iliz Santa Sofia e Benevento gant Dug Lombardia Arechis II.
- Savet eo templ Kailasa dindan urzh Krishna I, eus an dinastiezh Rashtrakuta (India a-vremañ).
- Anvet eo Bregowin arc'heskob Kêrgent (Bro-Saoz).
Ganedigezhioù
- Theophanes ar C'hoñfesor, manac'h bizantion (pe 758).
Marvioù
- 11 Mae[1] : Gangolf a Avallon, merzher an Iliz katolik.
- Dumngual III, roue Brezhoned Strat Clut (Bro-Skos a-vremañ).
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads