Deiziadur hindouek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An deiziadur hindouek, implijet abaoe pell-kenañ, zo un deiziadur loarel-ha-heolel. Kentañ devezh ar bloavezh mann eus an deiziadur hindouek a glot gant an 23 a viz Genver 3102 kent J.K. eus an deiziadur gregorian proleptek. Kemmet en deus a-hed an amzer ha diouzh ar broioù : un nebeud Stadoù indian o deus o stumm dezhe o-unan, ouzhpenn deiziadur broadel India ha Pakistan a ra deiziadur desi anezhañ.

Ar pep brasañ eus an deiziadurioù-se a zeu eus ur reizhiad displeget da gentañ er Vedanga Jyotisha eus Lagadha, ur stagadenn diwezhat d'ar Vedaoù, standardizet er Surya Siddhanta (IIIe kantved CE) hag adreizhet kalz gant steredoniourien evel Aryabhata (499 CE), Varahamihira (VIvet CE), ha Bhaskara (XIIvet CE). Stank eo an diforc'hioù hag an argemmoù lec'hel. Ar pezh a heul zo ur sell dre vras war reizhiad an deiziadur-se.
Remove ads
Devezhioù
En deiziadur hindouek e krog an devezh gant ar sav-heol. Pep devezh en deus pemp perzh disheñvel anvet angas. Emañ :
- An tithi (unan eus 30 rann eus ar miz sinodek) oberiant da vare ar sav-heol
- Ar vaasara, vaar (ravi-vaar, som-vaar, etc.) pe devezh ar sizhun
- An nakchatra (unan eus 27 rann eus ekliptik an oabl) m'emañ al loar d'ar sav-heol
- Ar yoga (unan eus 27 rann diazezet war hedred ekliptik an Heol hag al Loar) oberiant da vare ar sav-heol
- Ar karana (rannoù diazezet war tithis) oberiant da vare ar sav-heol.
panchāngas a vez graet anezhe a-gevret, diwar ar (sañskriteg: pancha = pemp). Un displegadenn eus ar ger-se zo da-heul.
Vaasara
Vaasara a vez lavaret evit devezhioù ar sizhun a zo heñvel-kenañ ouzh anvioù an deizioù e sevenadurioù ar c'hornôg:drik panchang
Ar ger -vaasara a vez berraet alies e vaara pe vaar er yezhoù a ziskenn eus ar sañskriteg. Kalz argemmoù zo en anvioù-se er yezhoù rannvroel, lod oc'h ober gant anvoioù all eus ar c'horfoù-egor meneget dreist-holl.
an Nakchatraoù
Rannet eo an ekliptik e 27 nakchatra a glot gant kelc'hiad al Loar dirak ar stered diloc'h, e-pad 27 devezh ha 7¾ eurvezh. Kempouezet eo lodenn ar gevrenn gant un 28vet nakchatra etrelakaet. Hañval eo e anavaezed ar Nakchatraoù e mare ar Rig Veda, en eil ha kentañ milved Kent J.K.
Rannet eo an ekliptik e nakchatraoù o vont eus ar c'hornôg d'ar reter, hag o kregiñ en ul lec'h a zo, hervez an hengoun, ur poent war an ekliptik rag-eeun en tu enep d'ar steredenn Spica anvet Chitrā e sañskriteg. (termenadurioù all hag un tamm disheñvel zo.) Anvet eoMeshādi pe "Deroù Aries". Kement-se a oa gwir pa oa ar gedez — el lec'h ma kej an ekliptik gant ar c'heheder — en Aries (Hiziv emañ er Pisces, 28 derez a-raok deroù Aries). Ar c'hemm etre Meshādi hag ar gedez a-vremañ zo anvet ayanāngsha pe kevrenn an ekliptik. Abalamour da gelc'hiad 25 800 vloaz presesiad ar c'hedehezioù e oa ar gedez rag-eeun en tu enep da Spica e 285 CE, war-dro mare ar Surya Siddhanta[1].,[2]
Setu amañ da-heul roll an nakchatraoù gant rannoù an oabl a glot gante, hervvez Basham[3]. Evel boaz ez eus kalz stummoù gant kemmoù bihan. an anvioù er bann a-zehou a ziskouez penaos e klot ar nakchatraoù gant an anvioù stered a-vremañ tamm-pe-damm. Taolit evezh n'eo ket ar nakchatraoù (er c'hennarroud-se) steredennoù hepken met kentoc'h tammoù eus an ekliptik enno ur steredenn pe muioc'h. Abalamour da se e vez meneget estroc'h evit ur steredenn evit pep nakchatra.
Ur 28vet nakchatra etrelakaet ouzhpenn, Abhijit (अभिजित्)(α, ε and ζ Lyrae - Vega - etre Uttarasharha ha Sravana.
An nakchatra m'emañ al loar da vare sav-heol un devezh lakaet, eo an nakchatra evit an deiz-se.
Anvioù ar mizioù
Daouzek miz zo deiziadur loarel hindouek :
- Chaitra (चैत्र, चैत)
- Vaishākh (वैशाख, बैसाख)
- Jyaishtha (ज्येष्ठ, जेठ)
- Āshādha (आषाढ, आषाढ़)
- Shrāvana (श्रावण, सावन)
- Bhaadra pe, Bhādrapad (भाद्रपद, भादो)
- Āshwin (आश्विन)
- Kārtik (कार्तिक)
- Agrahayana pe, Mārgashīrsha (मार्गशीर्ष, अगहन)
- Paush (पौष)
- Māgh (माघ)
- Phālgun(फाल्गुन)
Gouzout petore anv e kemer ur miz loarel zo kemplezh. Diazezet eo war ar rāshi (arouezioù ar zodiag) ma tremn an Heol e-doug ur miz loarel, i.e. a-raok al loar nevez a echuoar miz.
Daouzek anv rāshi zo ha daouzek anv miz loarel. Pa dremen an Heol dre ar Mesha rāshi e-pad ur miz loarel, neuze ez eo Chaitra anv ar miz loarel. Pa dremen an Heol e Vrishabha, neuze ez eo Vaishākh anv ar miz loarel. Ha kement zo ...
Pa implijer tremen an Heol dre steredegoù disheñvel eus ar zodiak (Rashi) neuze en em gaver gant mizioù diouzh an Heol, na gemmont ket e-keñver an deiziadur gregorian. Mizioù heolel an deiziadur hindouek, ar c'houlzioù-bloaz hindouek a glot gante hag ar mizioù gregorian zo :
Remove ads
Anvioù ar bloazioù
Oadvezhioù
Pevar a zo:
- Krita Yuga or Satya Yuga
- Treta Yuga
- Dvāpara Yuga
- Kali Yuga
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads