868

bloavezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Diwar-benn bloavezh 868 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.

Bloavezhioù:
865 866 867 - 868 - 869 870 871
Dekvedoù:
840 850 - Bloavezhioù 860 - 870 880
Kantvedoù:
VIIIvet kantved - IXvet kantved - Xvet kantved
Milvedoù:
I milved kt JK - I milved - Eil milved

Kronologiezh dre viz:
Gen - C’hwe - Meu - Ebr - Mae - Mez
Gou - Eos - Gwen - Her - Du - Kzu


Kronologiezh dre demoù:
Sinema - Mell-droad
Lennegezh - Sonerezh - Skiantoù - Sport

Remove ads

Darvoudoù

Europa

Breizh

  • sevel a ra ar viking Hastein ar Gwilen ha tagañ a ra Redon[1].
  • mont a ra ar roue Salaun da C'hevred ar rouantelezh da vrezeliñ ouzh ar Vikinged staliet war ribl al Liger, ha trec'hiñ a ra anezho. Savet e oa bet taosoù gantañ e Poitiers evit kas e gefridi da benn.

Breizh-Veur

  • skoulmet eo un emglev etre Æðelred, roue Wessex, ha Burgred, roue Mercia, evit dilojañ an Daned eus Nottingham.
  • dimeziñ a ra Alfred Veur, roue Wessex da zont, gant Ealhswith[2].

Frankia ar C'hornôg

  • 29 a viz Eost : anavezet eo Salaun hag e ziskennidi da roue Breizh gant Karl an Tev e-pad bodadenn Pîtres[3].
  • savet eo an Yonne gant ar viking Hastein ha preizhet eo Orleañs gantañ adarre[4].

Frankia ar Reter

Rouantelezh Italia

Iwerzhon

  • skarzhet eo an Daned hag an Norvegiz diouzh ar vro gant ar roue Áed Findliath, goude bezañ bet trec'h en Emgann Killineery.

Ledenez iberek

  • Emsavadeg Mérida a-enep emir Córdoba Moc'hamed I hag a ya da sezizañ ar gêr diouzhtu en ur lezel da soñjal e oa o vont da dToledo. Plegañ a ra an emsavidi, ha dismantret eo ar mogerioù-kreñv gant an emir, war-bouez gwiskadel ar gouarnour. Kaset eo pennoù an emsavadeg (en o zouez ar muladí Ibn Marwan) hag o familh da Górdoba evit mont da servijout en arme[7].
  • kemeret eo bourc'h Portucale gant Vímara Peres diouzh ar vuzulmaned evit rouantelezh Galiza, ha kregiñ a ra da adboblañ anezhañ. Krouet eo kentañ kontelezh Portucale[8].

Dugelezh Kroatia

  • Nevez-amzer[9] : dic'hronnet eo seziz Ragusa (Dubrovnik a-vremañ) gant an Aghlabided goude 15 miz gant ar morlu bizantion[10].

Azia

Reter-nesañ

  • 15 a viz Gwengolo : erruout a ra ar sklav turk Ahmad Ibn Touloun (835-884) e Fostat, kaset da Ejipt gant e dad-kaer, gouarnour Bakbak, e rezh letanant[11]. Kemer a ra penn an emsavadeg ejiptat ha diazezañ a ra dinastiezh an Doulounided hag a zeu da vezañ tost dizalc'h ouzh Bagdad (dibenn e 905).

Reter-pellañ

Thumb
Soutra an Diamant.
  • 11 a viz Mae : savet eo e Dunhuang, e Sina ar C'hornôg, Soutra an Diamant, ar c'hosañ levr-roll moullet miret[12].
  • emsavadeg kaset gant P'ang Hsün e Sina. Hutinañ a ra soudarded eus ur gwarnizon eus Guizhou evit mont du-hont[13]. Treuziñ a reont Sina eus ar Su d'an Norzh a-hed ar stêr Yangzi Jiang a-raok bezañ pladet gant ar re Dang e 869[14].

Darvoudoù naturel

Arzoù ha lizhiri

Relijion ha gwir

Thumb
Donedigezh Kiril ha Method e Roma gant relegoù Sant Klemañs. Freskenn eus an XIvet kantved, Penniliz Sant-Klemañs, Roma.
  • 5 a viz Genver, Roma : kensakrediget eo Konstantin, hag a gemer an anv a gKiril, gant ar pab Adrian II hag a souten Kiril ha Method en o embregerezh hag a aotre implij ar yezh slavek el liturgiezh[18].
  • 16 a viz Mae : kuzul Worms. Dizarbennet eo doktrinoù Photios ha 45 kanon a zo embannet, en o zouez 4 a zo diwar-benn ar berzioù kerentoù[19]. Aliet eo d'ar veleien ha d'an eskibien ar barn dre an ostiv : ma 'z eo lonket a-aes-vat un ostiv kensakret gant ar beleg tamallet eo prouet eo didamall[20].

A bep seurt/diasur

Remove ads

Ganedigezhioù

Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 868

Marvioù

Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 868

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads