Redon

kumun en Il-ha-Gwilen From Wikipedia, the free encyclopedia

Redon
Remove ads

Redon zo ur gumun hag ur gêr e Breizh, e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Redon hag Arondisamant Redon eo.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Muioc'h a ditouroù Anv gallaouek, Anv gallek (ofisiel) ...
Remove ads

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Anv

Stummoù skrivet
  • Erwan Vallerie ː Roton, 832 ; Rothon, 1089 ; Rothonum, 1100 ; Rothenum, 1449 ; Rothono, 1453 ; Regidonum, 1108.
Gerdarzh

Den ne oar a belec'h e teu an anv Redon. N'eo ket liammet ouzh Roazhon (Civitas Redonum), a oa kêr-benn ar Redones, rak er-maez da diriad ar boblad-se e oa Redon[2].

Ardamezioù

En glazur e lestr greet ha gwisket en argant war ur mor ivez en argant, e gab en argant karget gant pemp erminig en sabel.
  • Sturienn : Kear vihan brud vraz[3],[4].

Istor

Orin

  • A-drugarez d'ar Gwilen e oa bet kreñv ar c'henwerzh en Arvor er Grennamzer. Chom a ra c'hoazh tiez kozh armatourien war ar porzh.

XIVvet kantved

  • Er bloaz 1364 e voe diazezet chapeleniezh La Perche gant Raoulet d'Apremont, bet floc'h e-kerzh Emgann a Tregont, hag e gwreg Julienne Soual.

XVvet kantved

  • E 1449 e voe lakaet Redon da benn un eskopti, Eskopti Redon, bet savet e miz Even ha diskaret e miz Kerzu[5].

Dispac'h Gall

  • Gant lezenn ar 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Redon da benn distrig Redon[6].

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 209 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 3,12% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].

Eil Brezel-bed

Brezel Korea

Broioù all

  • TOE : daou vilour a varvas.
Remove ads

Darvoudoù-sport a bep seurt

Brezhoneg

  • 15,1 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[11].

Ur roll pouezus zo bet c'hoariet gant kêr Redon en istor ar brezhoneg. Ac'haleno e teu ar pep brasañ eus ar pezh a anavezer eus an henvrezhoneg a-drugarez da diellevr Redon. Unan eus an nebeud kêrioù eus Breizh-Uhel ganti ur ger-stur brezhonek eo Redon.

Ya d'ar brezhoneg

D'an 10 a viz Here 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Thumb
Lise Sant Salver Redon

Kelenn d'ar vugale

Kerkent ha votet al lezenn Deixonne e 1951 e voe digoret kentelioù brezhonek e lise prevez ar Salver e Redon. E-kerzh ar bloavezhioù 70 e veze kelennet istor ha sevenadurezh Breizh bep sizhun d'an holl liseidi e lise ar Salver. Er bloavezhioù 1978 ha 1979 e oa kentelioù brezhoneg gant Herve Frangeul eno ha, goude-se, gant Brigitte Corne. Herve Frangeul a ginnige ivez kentelioù istor ha yezh e lise publik Beaumont e dibenn ar bloavezhioù 1970. Goude-se e voe Fulup Lanoë a gelennas ar yezh eno e-kreiz ar bloavezhioù 80 kent na voe tro ar c'helenner Jean-Jacques Boisdron e lise Beaumont hag e skolaj publik Bellevue.

E Redon eo bet o kelenn ivez Pierrick an Danteg, Louis Lijour, Jakez-Erwan Mouton ha Yann Duchet.

E 1988 e oa bet goulennet gant kerent 62 bugel eus Redon ma vefe savet ur skol zivyezhek e kêr met ne voe nemet e 1997 ma voe aotreet digeriñ an hentad divyezhek kentañ. Berzh a reas hepdale.

E distro-skol 2024 e oa enskrivet 121 skoliad er c'hlasoù divyezhek (12,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12]

Un hentenn divyezhek a zo e Skolaj ar C'hleuz Sant Jozeb eus al live c'hwec'hvet betek al live trede. Desket e vez brezhoneg hag istor-douaroniezh dre ar brezhoneg. 24 bugel a oa en hentenniad er bloavezh 2017.

Muioc'h a ditouroù Niver a vugale skoliet e klasoù divyezhek Redon, Bloavezh ...

Kelenn d'an dud deuet

E 1979 e oa kentelioù brezhoneg e kreizenn sokial Redon gant ar gevredigezh Koun Nominoe hag e 1983 e voe krouet kleub ar vrezhonegerien evit bodañ ar yezherien a felle dezho eskemm e brezhoneg pe deskiñ lenn ha skrivañ. E 1987 e voe krouet ar gevredigezh Gwezenn gant Emile Granville evit kelenn ar yezh. Abaoe ez eus bet kentelioù dizehan e kêr bep bloaz.

Prizioù dazont ar brezhoneg

Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

Savadurioù relijiel katolik

Brezelioù

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a soudarded ...

Soudard en Tirlu e oa. Marvet eo d'ar 5 a viz Here 1939 e-pad an Eil brezel-bed. [15].

Monumant ar re varv

Remove ads

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh

Muioc'h a ditouroù Mare, Anv ...

Buhez sevenadurel

  • Gouel ar c'histin (foar an Teillouse) e fin miz Here pep bloaz. E-pad foar an "Teillouse" e vez debret kistin krazet, ur meuz dibar eus Redon. Met klañv eo ar gwez kistin e Bro Redon. Digreskiñ a ra ar produiñ kistin abaoe 30 vloaz.
  • Gouel an Dolgenn aour : gouel tonioù hengounel, kontadennoù ha sonerezh a Vreizh-Uhel. E-pad ar gouel e vez kanet e galleg, gallaoueg ha brezhoneg ivez (kan ha diskan).
  • Bugale skol an Itron-Varia ha skolajidi ar C'hleuz o deus savet ur bladenn get Erwan Burban e 2006. Titl ar bladenn a zo "A benn dilun".
  • E Redon ez eus ur skol sonerezh klasel hag ur skol sonerezh hengounel (gant 500 skoliad e pep hini anezho).
Remove ads

Tud

Tud istor Breizh

Nevenoe

Thumb
Plakenn straed Nevenoe e Redon

Nevenoe a oa rieg Breizh e 819. Gounezet en deus e 845 un emgann e Baen a-enep d'ar Franked. An Istorour Arthur De La Borderie en doa graet anezhañ : " Tad ar Vro ". E koun Nevenoe e oa bet savet un delwenn war plasenn an iliz e Baen.

Sant Konwoion

Savet e oa bet Redon en 832 gant Konwoion. Ar manac'h Konwoion en doa savet ivez un abati hag un iliz etre 842 ha 853. Un delwenn zo bet staliet e-tal skolaj Bellevue, war dosenn Beaumont.

Tud bet ganet eno

  • 1871 : Arthur Bernède, romantour gallek bet krouet meur a dudenn gantañ (Belphégor, Judex ha Mandrin en o zouez).
  • 1956 : Philippe Chevallier, fentigeller.

Tud bet marvet eno

Tud liammet gant ar gumun

  • Jacques Pâris de Bollardière, skoliad e Skolaj ar Salver adalek 1917 betek 1924.
  • Hervé Bazin, skoliad er Salver.
  • Émile Granville, bet prezidant Komite Gwernioù ha Stêrioù Bro-Redon ha Gwilen, bet prezidant Breizh Adunvan, mouezh-aotreet Strollad Breizh, eilmaer Redon e karg an aferioù sokial hag an diorren padus.

Ardamezeg ar familhoù

Le Bart
Mathieu († 1380), bet kañseller Breizh hag abad Redon.
En glazur e leonparzh en argant.
Guéguen
Guillaume (†1506), kentañ kadoriad ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1485 ; abad Salver-Santel Redon ; eskob Noaned.
En argant e wezenn-olivez c'heotet ; e grenn palefarzh en erminoù, karget gant div gadvouc'hal en gul lakaet en peul.
Remove ads

Liammoù etrebroadel

Gevelliñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...

Kevelouri

Muioc'h a ditouroù bro, kêr ...

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Fedoù berr-ha-berr

Levrlennadur

  • (fr) Contribution à l'enseignement de la langue bretonne dans le Pays de Redon; Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg; bloavezhioù 1980, hep deiziad.
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads