Alan II

From Wikipedia, the free encyclopedia

Alan II
Remove ads

Alan Breizh, pe Alan al Louarn (anvet ivez Alan Varvek) (910-952 e Naoned ) a oa kont Poc'her ha kentañ Dug Breizh adalek 936. E dad e oa Matuedoi, kont Poc'her, hag e vamm a oa merc'h da Alan Veur, roue diwezhañ Breizh.

Muioc'h a ditouroù Ren, A-raok ...
Muioc'h a ditouroù Istor Breizh ...
Thumb
Plakenn ouzh moger ti-kêr Plourivo da gounañ emgann Frinaoudour
Remove ads

E vuhez

Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa bugel, abalamour ma oa bet aloubet Breizh gant an Normanded.

E 936, gant sikour Edouarzh, mab Aofred Veur, ha war atiz an Tad-abad Yann Landevenneg en doa gwelet e oa tu da zistroadañ an Normaned, e tistroas da Vreizh ha dindan tri bloaz e kasas an Normaned kuit: ar stourm a echuas d'ar 1añ a viz Eost gant trec'h Treant.

Emglev a reas gant Loeiz IV, roue ar Franked en doa anavezet e Bro-Saoz.


En e raok:
reuziad an Normaned
Rouaned ha Duged Breizh
thum
937952
War e lerc'h:
Drogon
Remove ads

Dimezioù ha bugale

Div wech e timezas:

  • Gant e serc'h Judit, marvet etre 948 ha 952, en doe tri bugel bastard:
    • Hoel Iañ, ganet war-dro 930, a voe kont Naoned goude marv e hantervreur.
    • Gwereg Breizh, ganet war-dro 933, dug Breizh, goude marv e vreur Hoel.
    • Judit, a zimezas da Pons de Marseille.

Gant e zaou vav bastard e sinas un akta war-dro 945.


Remove ads

E varv

Thumb
Maen-koun da Alan II e Pornizh.

Mervel a reas Alan Barvek e Naoned. Beziet eo eno en Iliz-veur an Itron Varia, er gêr en doa choazet da gêr-benn, hag harpet da adsevel war-lerc'h ma voe distrujet gant ar Vikinged.

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads