Hoel Iañ

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Hoel Iañ a voe kont Naoned ha dug Breizh eus 960 da 981. Mab bastard e oa da Alan II ha d'ur briñsez anvet Judit[1] .

Muioc'h a ditouroù Ren, A-raok ...
Muioc'h a ditouroù Istor Breizh ...

E 958, pa varvas e hantervreur Drogon, mab da Roscille Bleaz (eil pried e dad), e voe dibabet gant Naonediz da ren Breizh. Stourmet en deus e-pad e ren a-enep ar Vikinged ha dreist-holl a-enep Judikael Berengar, kont Roazhon, hag e vab Konan Iañ, lesanvet an Tort.

En 981, pa varvas Gaoter, eskob Naoned, e reas Hoel dilenn e vreur Gwereg da eskob. Neuze e voe kaset Gwereg da welout arc'heskob Teurgn, da vezañ anvet gantañ. War an hent e klevas keloù eus drouklazh e vreur Hoel, gant un den anvet Galuron, kaset dezhañ gant e enebour Konan an Tort.


Neuze e tistroas Gwereg da Vreizh ma voe anvet kont Naoned war-lerc'h e vreur Hoel a seblant bezañ bet divugel.

En e raok:
Drogon
Rouaned ha Duged Breizh
thum
958981
War e lerc'h:
Gwereg Breizh
Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads