Inconus

From Wikipedia, the free encyclopedia

Inconus
Remove ads

War-lerc’h emsavadeg ar Vretoned a-enep an Normaned er bloaz 931, ma voe lazhet o mestr Felecanus, e teuas Inconus pe Incon (un distummadur eus Hákon moarvat) da vezañ mestr Normaned Breizh.
Gant harp Gwilherm Hir e Gleze e kasas da benn un enep-argad. Rankout a reas Alan Varvek mont da Vro-Saoz en harlu adarre.
Freuzet e voe e c’halloud adal ar bloaz 936 gant distro Alan Varvek a adsavas da vat galloud ar Vretoned e Breizh e 939.

Thumb
Plakenn e Plourivoù a zalc'h koun eus emgann Alan Varvek ouzh Incon.
Muioc'h a ditouroù Istor Breizh ...


Remove ads

La chanson d’Aiquin

La Chanson d'Aiquin (Kanenn Aiquin), skrid gallek eus an XIIvet kantved, a gont troioù brezel ar Vretoned a-enep an Normaned evit dieubiñ o bro. An anv Aiquin a zo evit Hákon, a greder.


En e raok:
Felecanus
Penntiern da vare reuziad an Normaned War e lerc'h:
Alan Varvek
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads