Bubri
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Bubri a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan. Ur gumun ag ar Vro Pourlet (bro ar Gemene) eo Bubri.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez ar Sar emañ ar gumun.
Anv
- Stummoù kozh : "Beubri, Bubri, 1282; Boubry, 1284; Boubry, 1294; Beubry, 1332; Biubry, 1345; Beaubry, 1354; Beubri, 1387; Buibri, 1453; Beubry, 1516; Bubric, 1630"[2]
Ardamezioù
| Rannet : ouzh 1 en geot e groaz koñchek en aour ; ouzh 2 en gul e alc'houez en aour peuliek, paleton ouzh kleiz ; e gab en erminoù. |
Istor
- Ur barrez eus eskopti Gwened e oa Bubri.
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Bubri e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Bubri da benn ur c'hanton, hini Bubri; teir c'humun a oa ennañ: Bubri, An Ignel ha Kistinid, e distrig Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Bubri e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[3],[4].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 253 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,93 % eus he foblañs e 1911[5].
Eil brezel-bed
- 1944, ti-post: taget e voe an ti-post e miz Ebrel 1944 ha laeret 350 000 Lur; tud ar Rezistañs a dapas 321 700 Lur d'ar 15 a viz Mae ha 27 250 Lur d'an 23 a viz Mae[6].
- 1944, tud harzet: d'ar 7 a viz C'hwevrer, feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot (e-touez anezho Ange Péresse, gendidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o doa harzet 17 rezistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid. Meur ag ezel eus ar Rezistañs, gant Pierre Mourisset, archer, Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk a voe harzet gant feldarcherion alaman e Bubri d'ar 27 a viz Even 1944 ha bac'het ha jahinet en un adsavadur eus Lise Pondi. Fuzuilhet e voe an hini kentañ e Bizhui-an-Dour d'an 18 a viz Gouere, hag an daou all e Pluniav d'an 18 a viz Gouere[7],[8].
- 1945: d'ar 16 a viz Mae e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[9].
- Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Brezel Korea
- Mervel a reas ur milour[5].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas pemp milour[5].
Brezel Aljeria
- Mervel a reas tri milour[5].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Ar monumant.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc'hskeudenn ha kartenn-bost[10]. Dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1923[11].
- Monumant ar Rezistanted bet lazhet d'ar 26 a viz Gouhere 1944, luc’hskeudenn[12].
Kastellioù ha manerioù
- Kastell Kernivinen, XIXvet kantvlead.
- Kastell Brule, XVIvet kantvlead; kastell distrujet.
- Maner Koed Dikel, XVIIvet kantvlead; koulmer savet e 1739 ; chapelig da Santez Anna.
- Maner Peroz, XVIIIvet kantvlead ; chapel distrujet.
- Maner Kerali, 1702.
Iliz ha chapelioù katolik
- Iliz ar barrez Sant Pêr ha Sant Paol; iliz savet etre fin an XVIIIvet kantvlead hag an XIXvet kantvlead.
- Chapel Intron Varia ar Salet, 1855.
- Chapel Sant Armel, 1879.
- Chapel Sant Herve, 1877.
- Chapel Sant Tremeur, XVIIIvet kantvlead.
- Chapel Sant Ewan, chapel savet e 1589.
- Chapel Sant Klamañs, XVIIIvet pe XIXvet kantvlead ; skrivet eo 1844 àrnezhi.
- Chapel Sant Wennael, XVIIIvet kantvlead.
- Chapel Santez Elen, savet e 1737.
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Melestradurezh
Tud
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Krennlavar
Sed ur c'hrennlavar diwar-benn merc'hed ar vro:
- Ur plac'h a Vubri
- N'eus ket na toull na torr enni.
Hervez lod e tiskouez e oa fur merc'hed Bubri. Hervez lod all e vije un dave d'an dilhad giz ar vro, gant ur c'hoari diwar-benn ar ster kuzh.
Gevelladurioù
- Maigh Chromtha
Iwerzhon - Marcallo con Casone
Italia
Levrlennadur
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaez
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
