Douar (planedenn)
trede planedenn koskoriad an Heol From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ur pennad Douar (disheñvelout) zo ivez.
An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.
Stumm ur sferenn a zo dezhi paneve m'eo ar pennahelioù (polioù Norzh ha Su) un tammig plaenoc'h eget ma'z int war ur sferenn wir pe ur voul. Graet e vez alies a-walc'h ar voul-douar eus ar blanedenn koulz evit he deskrivañ hag evit chom hep meskañ an Douar, anezhañ ul lodenn eus pluskenn ar blanedenn hag ar blanedenn hec'h-unan.
Ar blanedenn douarek nemeti eo zo warni kementadoù bras a zour. Tro-war-dro dezhi ez eus un aergelc'h tev-tre graet gant oksigen ha nitrogen, ar re-se an aezhennoù pennañ.
Remove ads
Skeudennadur an Douar
P'eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul-douar. Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour, matematikour ha steredoniour Eratostenes, un Egiptad gresianeger, en deus jedet tro ur c'helc'h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c'helle implijout.
Kollet eo bet an anaoudegezhioù-se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar, e troe an Heol en-dro dezhañ eus ar Reter d'ar C'hornôg, hag e tremene dindani diouzh an noz. Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes, met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplezh evit displegañ kelc'htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc'h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus.
E penn ar 17vet kantved e savas un nebeud skiantourien evit prouiñ ne c'helle ket an Heol hag ar stered treiñ en dro d'an Douar avat hag ouzhpenn-se e kerzhe ar stered hag ar planedennoù en egor. Dizoloet e voe mont en-dro koskoriad an Heol gant Kopernik. Disklêriañ a reas e oa an Douar an trede planedenn tostañ d'he steredenn hag e teskrivas ar reizhiad heolel ma tro ar planedennoù en-dro d'an Heol.
Kadarnaat a reas labourioù Kopernik Galileo Galilei hag e tegasas implij ar matematik er steredoniezh evit jediñ kerzhed ar planedennoù.
Remove ads
Aozadur diabarzh an Douar
Yezh
- Dre fent e lavarer an (tamm) douar patatez-mañ, pa gomzer eus ar bed.
Levrlennadur
- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 20-25.
Liammoù diavaez
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads