Bhoutan

bro sko ouzh an Himalaya From Wikipedia, the free encyclopedia

Bhoutan
Remove ads

Bhoutan 'zo ur vro vihan sko ouzh an Himalaya, dindan 47 000 km2 pe war-dro, ur stumm hirgarrezek dezhañ. En norzh hag er gwalarn dezhi emañ Tibet (e dalc'h Sina), hag a-hend-all India (su ha mervent). E su ar vro e kaver plaenennoù ha traoñiennoù, mat evit al labour-douar (riz ha frouezh trovanel). E kreiz ar vro hag en norzh ez eus menezioù uhel-tre, un darn eus an Himalaya. Menez uhelañ: Khula Kangri I (7 553 m).

Fedoù berr-ha-berr འབྲུག་ཡུལDruk Yul ...

En tu-hont da div drederenn eus an douaroù a zo dindan goad ha savet e vez loened war un dekvedenn bennak eus douaroù ar vro.

Hin : istrovanel er su, kerreizh e kreiz ar vro, ha hin-venez evit ar peurrest.

2 232 291 a dud a zo o vevañ enni. Thimphu eo he c'hêr-benn.

Relijionoù : boudaegezh Yezhoù: Bhoutaneg (dzongkha), rannyezhoù nepalek ha tibetek.

Pobloù: Bhotiaed, Nepaled

Doare gouarnamant : monarkiezh diharz

Ekonomiezh : labour-douar, labour ar c'hoad.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads