Gouarnamant

From Wikipedia, the free encyclopedia

Gouarnamant
Remove ads

Gouarnamant a reer eus aozadur ar galloud politikel en ur riez bennak[1].
Talvezout a ra an termenadur-se ivez pa gomzer eus gouarnamant ur Stad a zo endalc'het en ur riez, da lavaret eo ur Stad kevreadel, evel Kalifornia e kevread Stadoù-Unanet Amerika ; en degouezh-se e lakaer kemm etre gouarnamant ar Stad ha hini ar riez kevreadel.
Gant ar gouarnamant neuze emañ ar galloud da embann lezennoù ha d'o lakaat da dalvezout war dachenn ar Stad pe ar C'hevread.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Den e penn an aozadur ...
Thumb
Thumb
Breujoù Breizh, e Roazhon
Luc'hsk. © Guillaume Piolle / CC-BY-3.0

Tri skourr zo e gouarnamantoù ar Stadoù a-vremañ : ar galloud lezenniñ a sav al lezennoù, ar galloud erounit o laka e pleustr hag ar galloud barn a warez desteriadur ofisiel al lezennoù pa vez tabut.
D'ar galloud erounit peurliesañ e reer dave pa gomzer eus gouarnamant ur Stad werinel, da lavaret eo da velestradur ar Stad, petra bennak ma c'hall an holl c'halloudoù bout e-kerz un den pe ur strolladig tud.

An aotrouniezh hag ar reizhwiregezh eo daou berzh pennañ ur gouarnamant.

  • Dre an aotrouniezh e c'hall ur gouarnamant sujañ ar geodedourion da sentiñ ouzh al lezennoù bet embannet gantañ ; an holl c'houarnamantoù a ra gant redioù a-benn kadarnaat o aotrouniezh : telloù kastiz, bac'hidigezh, harlu pe gastiz ar marv.
  • Dre reizhwiregezh ar gouarnamant e vez luskedet ar geodeourion da blegañ d'al lezennoù, pa vez ar galloud bet gounezet hervez ar pennaennoù hag ar reolennoù a vez o ren er Stad.
Remove ads

Gerdarzh

Diwar ar verb gouarn hag al lostger -amant ez eo bet savet ar ger gouarnamant a zo testeniekaet dindan ar stumm gouuernement e Catholicon Jehan Lagadeuc, bet moullet e 1499[2],[3].
Diwar ar galleg gouvernement e teu gouuernement, ar ger gallek o tont eus al latin gubernare "gouarn" hag an henc'hresianeg kubernân heñvelster[4].

Kefridioù ar gouarnamant

Ent-istorel ez eo ar meuriad ar gouarnamant kentañ, da lavaret eo ar framm bet ganet a-benn kenurzhiañ an arver spletusañ eus al loazioù naturel, eus ar re zenel, eus ar binvioù hag eus an traoù bet savet drezo, ar pal o vezañ padelezh ha diorroadur ur strolladig tud.

Hiziv an deiz ez eo kefridi gouarnamant ur Stad krouiñ ha derc'hel ur reizhiad a warez an dud – hag ar Stad hec'h-unan – war hirdermen, ar reizhiad-se o vout emveret, emarc'hantet, efedus ha hep goubrenerezh, a-benn ma vije dalc'het e ratre yec'hed, kelennadurezh, lojeiz ha peoc'h an dud.

Remove ads

Skourroù ur gouarnamant

Thumb
Charles de Secondat,
baron de La Brède et de Montesquieu
Aozer dianav - Kastell Versailhez

Disparti ar galloudoù

Gant ar prederour gall Montesquieu (1689-1755) e voe termenet damkaniezh disparti ar galloudoù en ur gouarnamant, ar pezh a zo bet lakaet e pleustr e meur a vonreizh dre ar bed.
En e levr De l'esprit des lois "A-zivout spered al lezennoù" (1748) e rannas ar galloud politikel e tri skourr diwar skouer ar Republik roman ha bonreizh ar Rouantelezh-Unanet, gant ar pal na lezel an holl c'halloudoù etre daouarn un den hepken ha, dre se, doujañ da frankizoù diazez an dud. Ne c'hall ket sourr pe skourr dont da vout hollveliour war ar re araal, ha ne c'hall ket skourr pe skourrr seveniñ e gefridi hap harp ar re arall.[5] Kent Montesquieu e voe labouret war an dodenn-se ivez gant ar prederour saoz John Locke (1632-1704), hogen diwar De l'esprit des lois e veizer hiziv c'hoazh disparti ar galloudoù evel-mañ :

  • ar galloud lezenniñ zo fiziet en ur parlamant, a c'hall bout rannet e div gambr, an hini izelañ hag an hini uhelañ, da skouer : an Assemblée nationale hag ar Sénat e Bro-C'hall, the House of Representatives ha the Senate e Stadoù-Unanet Amerika ;
  • ar galloud erounit zo fiziet en ur gouarnamant, ennañ maodierned hag ur pennmaodiern, a zo renet gant penn ar Stad pe penn ar gouarnamant : prezidant ar Republik e Bro-C'hall, die Kantler "ar c'hanseller" en Alamagn, the Prime Minister "ar pennmaodiern" er Rouantelezh-Unanet ;
  • ar galloud barn zo fiziet e barnadurezhioù ar Stad, da lavaret eo hollad he lezioù-barn, a zo rannet hervez o c'hembeli : barnerezh amaezhel, keodedel, kenwerzhel, kastizel, politikel.

Setu amañ ur skouer eus ar c'hempouez a c'hall bout etre an tri galloud en ur gouarnamant a-vremañ, diskouezet dre gefridioù pep skourr.

Muioc'h a ditouroù Galloud lezenniñ (parlamant), Galloud erounit (penn ar Stad) ...

Organoù ar gouarnamant

Un doare arall da sellet ouzh rannoù ur gouarnamant zo, pa c'haller e rannañ en organoù arbennik

  • hervez o orin : an organoù bonreizhel evel ar galloud lezenniñ hag ar skourroù a zo deveret diouzh ar vonreizh, evel maodiernezh al Labour ;
  • hervez o framm : frammoù eeun evel ur vaodiernezh ha reoù gemplezh evel ar reizhiad lezvarnel ;
  • hervez o aozadur : hiniennel pa vez un den o telc'her ar galloud erounit, pe stroll pa vez tud o kenlabourat en ur gambr evel ur parlamant ;
  • hervez o c'harg : an tri galloud klasel.
Remove ads

Doareoù gouarnamantoù er bed

"Doare gouarnamant" a reer eus hollad an ensavadurioù politikel a ya da sevel ur Stad gouest da embregañ o galloudoù war ur gumuniezh politikel.

Thumb
Doareoù gouarnamantoù er bed (2014)

  • ██ Republik prezidantel 1 – Ur republik ma vez un den e penn ar gouarnamant hag e penn ar Stad ; gantañ emañ ar galloud erounit, a zo deveret eus ha distag diouzh ar galloud lezenniñ koulz ha diouzh ar galloud barn.
  • ██ Republik dambrezidantel 1 – Gant ar galloud lezenniñ emañ ar galloud erounit evit a sell ouzh an aferioù diabarzh ; gant ur prezidant dilennet en un doare diazalc'h emañ ar galloud erounit evit an aferioù hollek, ar re ziavaez hag ar re arouezel.
  • ██ Republik parlamantel 1 – Deveret diouzh galloud lezenniñ ar parlamant, hag en e zalc'h bepred, eo galloud erounit ar gouarnamant ; gant penn ar gouarnamant emañ ar galloudoù a vez gant penn ar Stad er republikoù prezidantel pe zambrezidantel.
  • ██ Republik parlamantel brezidantel – Dilennet eo ar prezidant gant ar parlamant, hag e dalc'h ar parlamant bepred e chom pa embreg ar galloudoù erounit a vez fiziet ennañ.
  • ██ Unpenniezh vonreizhel – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud, a embreg hervez ur vonreizh ; alies e vez eus ur parlamant koulskoude, a zo gwan avat.
  • ██ Unpenniezh parlamantel vonreizhel – Unpenniezh ma n'eus hini ebet eus an tri galloud gant unpenn ar Stad.
  • ██ Unpenniezh hollveliek – Gant unpenn ar Stad emañ an tri galloud ; diharz eo e c'halloud politikel ; n'eus bonreizh ebet.
  • ██ Stadoù unstrolladek – Hervez ar vonreizh, ur strollad politikel hepken en deus gwir da c'houarn ar Stad.
  • ██ Bonreizh astalet – Stadoù gouarnet gant ur galloud milourel : diktatouriezh milourel, juntenn vilourel, stratokratelezh.
  • ██ Doareoù gouarnamantoù arall

  • 1 - Meur a Stad a zo republikoù liesstrolladek hervez o bonreizh a vez lakaet da Stadoù aotrouniek gant an darn vuiañ eus an arsellerion. De jure eo an doareoù gouarnamantoù a zo diskouezet gant ar gartenn-mañ eta, an derez a werinelezh de facto n'eo ket diskouezet.
    Remove ads

    Termenadur an doareoù gouarnamantoù

    Talvezout a ra an termenadur-mañ evit forzh pe c'houarnamant, ha pa vefe direizhwir pe zic'houest da embregañ e c'halloudoù.
    Lod gouarnamantoù n'int ket e penn ur Stad, pa c'hoarvezont eus meur a Stad kenvodet dre genemglev evel Unaniezh Europa ; lod arall a gaver e-maez ar Stadoù, en embregerezhioù pe var ar morioù da skouer.

    Meur a zoare zo da rummata an doareoù gouarnamantoù, ha hervez dezverk pe zezverk e c'hall gouarnamant ar Stad-mañ-Stad bout kavet e div elfenn da nebeutañ eus an daolenn a gavor amañ a-is, ha muioc'h alies.
    Lod elfennoù zo aet da get, lod arall zo damkaniel pe c'hoazh faltazius p'en o c'haver el lennegezh hepken.

    • Meur a elfenn n'o deus anv testeniekaet ebet e brezhoneg ; kinnigoù a gavor amañ eta, da c'hortoz alioù Ofis ar Brezhoneg.

    Setu amañ an dezverkoù a c'haller kemer da zaveoù.

    Thumb
    Allegoria del Buon Governo(1338)
    Lorenzetti Ambrogio (1290-1348)
    Palazzio Publicco, Sienna
    Niver an dud a zalc'h galloudoù ar gouarnamant.
    • Ar gouarnamantoù ma vez an tri galloud e dalc'h un den hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strolladig tud kenliammet dre berzhioù a zo boutin dezho.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ar bobl.
    Aozadur ar renad politikel
    • Ar gouarnamantoù ma vez ar galloud lezenniñ e dalc'h tud dilennet gant ar bobl.
    • Ar re unpennel, parlamantel pe get.
    • Ar re ma vez an tri galloud e dalc'h izili ur relijion.
    • Ar re ma vezont e dalc'h ur strollad politikel hepken.
    • Ar re ma vezont e dalc'h al lu.
    • Ar re ma n'eus den ebet o telc'her an tri galloud evit abeg pe abeg.
    Reizhiad kevredadel-armerzhel
    • Doare da berc'hennañ madoù ar riez.
    Derezioù en emrenerezh rannvroadel
    • Doare da verañ tiriad ar riez .
    Darvanel
    • Damkanel pe faltazius, n'eus ket anezho er bed gwirion.
    Muioc'h a ditouroù Anv, Termenadur ...
    Remove ads

    Pennadoù kar

    Notennoù

    Yezh

    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads