Pluniav
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Pluniav a oa ur gumun eus Breizh e kanton Pondi e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened. Abaoe 2019 eo aet d'ober kumun Pluniav-Bizhui.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez ar Blavezh emañ Pluniav.
Anv
- Erwan Vallerie ː Plomeleau, Plemeliau, 1066; Plumeliat, 1286; Plemeleau, 1287; Plimeleau, 1288; Plemeliau, 1296; Plemeliant,1296; Plemelio, 1304; Ploemeliau, 1387; Plouemiliau, 1516; Ploemellyau, 1554; Plomelio, 1630; Plumelio, 1636[2]
Ardamezioù
En glazur e c'hleze ouzh kab en arc'hant, dornellek en aour, heuliet gant seizh rozenn en aour ouzh c'houremm
Sturienn ː Trema er Vuhe>
Aozer ː Loïc Ermoy (1979). Ar 7 rozenn a dalv evit ar 7 vloaz en deus renet Meliau, kent bezañ lazhet gant e vreur[3].
Istor
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Pluniav e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Pluniav, gant teir c'humun ennañ: Pluniav, Moustoer-Remengol ha Remengol. E distrig Pondi edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Pluniav e kanton Baod, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Pluniav en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].
- 13 ha 14 Meurzh 1793: sevel a reas tud Pluniav ouzh galvadeg an tri c'hant mil soudard (lezenn an 23 a viz C’hwevrer 1793), lazhet e voe un ugent republikan bennak gante, ar c'homiser broadel Félix Ruinet du Tailly eus Pondivi, Christophe Picard, letanant a ganolierezh eus An Oriant hag an archer Beuve Méry en o mesk[6].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 285 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 6,00 % eus he foblañs e 1911[7].
Eil brezel-bed
- 1940: d'an 19 a viz Even e tegouezhas al lu alaman e Pluniav[8].
- 1944:
- 14 a viz Ebrel: daou benn an FTP er Mor-Bihan, Jean Kesler (Jim) ha Maurice Devilers (Michel), a voe lazhet en ur c'hrogad gant an Alamaned er Boulaye[9].
- Ti-post: d'ar 25 a viz Mae e voe tapet 91 145 Lur gant tud eus ar Rezistañs ha 2 656,10 Lur d'an 19 a viz Gouhere; d'an 2 a viz Eost e voe roet 2 100 Lur d'an FFI[10].
- 5 a viz Gouere: daou ezel eus an FTP a voe lazhet goude ur c'hrogad gant an Alamaned er Run[11].
- 14 a viz Gouere: emgann Kervernen etre an Alamaned hag an FTP, tro 160 soudard alaman a vije bet lazhet, 58 stourmer eus ar Rezistañs a varvas, un 20 bennak eus paotred ar strouezheg a voe fuzuilhet goude an emgann[12].
- 29 a viz Gouere: nav ezel eus ar Rezistañs, gant Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk, a zo bet fuzuilhet gant an Alamaned er Rodu[13].
- Anv R. Justum, un den eus Pluniav, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz.
- 1945: d'an 23 a viz Mae e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].
- Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas ur milour ag ar gumun[7].
XXIvet kantved
- 2015: war urzh ar maer e voe distrujet an "ti-kêr-ti-post", savet e 1951 gant an tisavour Léon Bellec hervez doare ar Seizh Breur.
- 2019 : bodet e voe kumunioù Pluniav ha Bizhui-an-Dour d'ar 1añ a viz Genver 2019 evit ober ur gumun nevez : Pluniav-Bizhui[15].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
Relijion gatolik
- Chapel Sant Nikolaz an Dour, XVIvet kantved.
E kêriadenn Sant-Nigouden
- Chapel Sant Nigouden, XVIvet kantved.
- Ar feunteunioù.
- Ar c'halvar.
Monumantoù arall
- Ar monumant.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik,luc'hskeudenn[16].
Dezougen
- Al linenn hent-houarn Pondi–an Alre a dreuz ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
- Frañsez-Mari Beleg (1799-1878), troour brezhonek, ganet ha marvet e Pluniav.
- Louis Quilléré (1802-1863), beleg ha skrivagner brezhonek, ganet ha marvet e Pluniav.
- Stefan ar Strad (1865-1954), skrivagner brezhoneg, ganet ha marvet e Pluniav.
Ardamezeg ar familhoù
| Alleno,
aotrounez Kersperlan |
En argant e deir joskenn en sabel diframmet en gul |
Pennadoù kar
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

