Beuzeg

From Wikipedia, the free encyclopedia

Beuzeg
Remove ads

Budog (stumm kozh), pe Beuzeg, a zo anv daou sant brezhon.


Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Deiziad ganedigezh ...
Remove ads

Vvet kantved

Beuzeg a oa ur manac'h deuet eus Kembre da Vreizh e dibenn ar Vvet kantved, da-heul Maodez. En em staliet e oant en enezeg Briad. Maodez a oa en Enez Maodez, ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enez Lavred, ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.

E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent Fragan ha Gwenole, a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.

Anavet eo dre ziv zanevell buhez (pe Vita) :

  • hini sant Maodez
  • ha hini Vita Maglorii, buhez sant Maglor''.

Hervez Kronikenn Dol, e dibenn an XIvet kantved, e oa bet lakaet da eskob Dol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'h Samzun. Met n'hall ket bezañ ha meskaj zo moarvat gant ur Beuzeg all.


Remove ads

Sant paeron

Sant paeron meur a barrez eo:

Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".

Buhez ar Sent

Lidet eo Beuzeg d'an 9 viz Kerzu. hervez Buhez ar Sent eo daou sant Beuzeg a zo:

  • hini ar Vvet kantved, diskibl Maodez
  • hini ar VIvet kantved, eskob Dol war-lerc'h Magloar, adalek 570 betek 600.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads