Maodez

manac'h deuet da Vreizh er Vvet kantved eus Iwerzhon From Wikipedia, the free encyclopedia

Maodez
Remove ads

Maodez zo anv ur manac'h deuet da Vreizh er Vvet kantved eus Iwerzhon, war a lavarer. Sant Maodez pe Sant Vaodez a vez graet anezhañ peurliesañ. Un anv-bihan brezhonek eo ivez.

Thumb
Gwerenn livet gant sant Vaodez warni en iliz ar Groez-Helean.

E anv

Abalamour d'e anv eo e kreder ne oa ket brezhon a orin. Meur a zoare zo da skrivañ e anv:

E istor

Ganet e vije bet ar sant en Iwerzhon ha mab d'ur roue bihan e vije bet. Lakaet e voe war ar studi en ur manati hag eñ yaouank-flamm c'hoazh. Goude ur vosenn vras e varvas holl e gerent hag e teuas tud da c'houlenn digantañ mont da roue. Goulenn a reas un nozvezh evit en em soñjal. Pediñ start a reas dre aon rak en em goll er bed ha da vintin e oa erru ken gwenn ha ken lous e groc'hen ma kredas d'an dud e oa aet lovr. Hag int kuit. Met antronoz e oa deuet Maodez e-barzh hag e tec'has en ur vag vihan betek Breizh.

En hanternoz Breizh, en arvor Treger, ec'h annezas. Eno, en enezeg Briad, e savas ur peniti war Enez Vaodez. Buhez ar venec'h en inizi zo unan eus doareoù ar gristeniezh keltiek en amzerioù-se, etre ar Vvet hag an XIvet kantved.

Daou ziskibl a oa gantañ, Budog ha Tudual, pe Tudi.

Kaset en dije an naered kuit eus an enez, hag abalamour da se e vez pedet ouzh al loened-stlej, naered hag amprevaned a bep seurt[1].

War an enez e veze gwelet roud eus ul loch mein, lec'h ennañ evit un den, a vez graet Forn Vaodez anezhañ. Tennañ a ra kalz d'ar « ruskennoù » a weler en Iwerzhon en inizi Skellig.

Remove ads

Lec'hioù

Levrlennadur

  • Vies des saints de la Bretagne Armorique par Alber Le Grand (1636) - Vvet embannadur, 1901 - Kemper.
  • Bue ar Zent. Savet gant an Otrou Perrot. Kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gant E. Ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned, evit Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant otreadur an eskopti. Ar Gwaziou. Montroulez. 1912.
  • Gwilhom ar Yaouank (Guillaume Le Jeune), Buhez sant Vodez hag istor Hanvic, Teurgn : 1918
  • Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madec, e Kerinou Lambezellec. Brest. 1927. (imprimatur 1925)
  • Maurice Carbonnell, Saint Maudez Saint Mandé Un maître du monachisme breton, 2009  : ISBN 2-914996-06-3.
Remove ads

Pennad kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads