Colt Dragoon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Colt Dragoon zo ur heuliad revolverioù un-ober ijinet e dibenn ar bloavezhioù 1840 gant Samuel Colt. Savet e oa bet evit ar marc'hegerezh. An armoù-mañ eo a roas lañs d'ar Colt's Manufacturing Company da vat er bloavezhioù 1850, pa c'hellas Samuel Colt lakaat sevel e uzin a-drugarez d'ar revolverioù Dragoon urzhiet gant an arme[1].
Remove ads
Istor
E 1847 en doa Samuel Colt ijinet ar revolver Colt Walker, asambles gant ar c'habiten marc'hegerezh Samuel Hamilton Walker. Ouzhpenn 1000 skouerenn anezhañ a voe produet, met siek e oa : re uhel e oa ar gargad poultr du a c'halled lakaat e pep hini eus kambroù e daboulin (war-dro 4 gram) ha techet e oa an arm da darzhañ. Divizet e voe neuze berraat kambroù an daboulin evit izelaat ar c'hementad a boultr enne. Diwar-se e voe krouet ar Colt Whitneyville-Hartford Dragoon, anvet Transition Walker ivez, hendad an Dragoon, a voe savet 240 skouerenn anezhañ e 1848[2]. Implijout a rae pezhioù eus ar Colt Walker, ha produet e oa c'hoazh e atalieroù Eli Whitney Jr. e Whitneyville, evel ar Walker.

Goude un nebeud gwelladennoù e voe produet tri stumm eus an arm nevez, dezhe disheñvelderioù bihan war ar pontig hag an daboulin hepken [3]:
- First Model Dragoon (produet e 1848-1849) : 7000 skouerenn ;
- Second Model Dragoon (1850-1851) : 2700 skouerenn ;
- Third Model Dragoon (1851-1861) : 10500 skouerenn.
Implijet e voe ar Colt Dragoon gant unvezioù a bep seurt en arme stadunanat betek ar Brezel Diabarzh da nebeutañ. Skouerennoù all, warne treset ur steredenn, a voe produet evit ar marc'had sivil saoz etre 1853 ha 1856 : un daou c'hant bennak anezhe a voe adkaset da uzin Colt e Hartford e 1861 evit souten an Unaniezh da vare ar Brezel Diabarzh[2].
Ur pempvet doare Dragoon, anvet US Walker Replacement Dragoon, a voe produet 300 skouerenn anezhañ e 1847-1848 evit kemer plas ar Colt Walker a oa tarzhet o zaboulin pe o c'hanol. Kopiennoù eus ar Colt Dragoon a vez produet gant an embregerezh italian Uberti hiziv an deiz[3].
Remove ads
Deskrivadur
Ar Colt Dragoon a oa dezhe ur c'hanol 190 mm (7,5 meutad) hag un daboulin 6 kambr, hag a c'halle degemer 6 boled krommvegek kalibr .44 hag o c'hargad poultr du. Ur blatinenn-skeiñ un-ober a oa dezhañ. War daboulin skouerennoù 'zo e oa engravet tresadenn un emgann etre soudarded an Texas Rangers hag Indianed. E framm a oa e dir hag e laton, hag e zornikell e koad-kraoñ[1].
Gwelet ivez
- Colt Baby Dragoon, ur stumm bihanet eus an arm.
Er sevenadur
- Stummoù ar Colt Dragoon a c'haller gwelet er filmoù Bandidas (2006), Lucky Luke (2009) ha True Grit (2010) da skouer[4].
Levrlennadur
- (en) SERVEN James, Colt Dragoon Pistols: A Saga Of The Six-Shooter And The Trails It Blazed, Kessinger Publishing, 2010, 60 p., ISBN 978-1163184530
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads