Colt Walker

From Wikipedia, the free encyclopedia

Colt Walker
Remove ads

Ar Colt Walker, anvet ivez Colt Whitneyville-Walker, zo ur revolver un-ober ijinet e 1846 er Stadoù-Unanet gant Samuel Colt ha Samuel H. Walker. Unan eus an armoù-dorn galloudusañ a rae gant poultr du eo.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro orin ...
Remove ads

Istor ha deskrivadur

Samuel Colt en doa lakaet produiñ e revolver kentañ, ar Colt Paterson, adalek 1836. Daoust dezhañ bezañ ar revolver modern kentañ, ne reas ket berzh, hag embregerezh kentañ Colt a reas freuzstal e 1842. Implijet e voe koulskoude an arm gant an Texas Rangers : e-pad emgann Walker's Creek (1844), ar Paterson a sikouras ar soudarded stadunanat da vezañ trec'h a-enep Komanched[1].

E 1846 e tarzhas ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet. Samuel Hamilton Walker, ur c'habiten eus marc'hegerezh ar Stadoù-Unanet hag en doa implijet armoù Colt e emgann Walker's Creek, a voe karget gant e c'houarnamant da brenañ 1.000 revolver evit kont an arme[2]. Kejañ a reas gant Samuel Colt ha goulenn a reas gantañ sevel un arm disheñvel diouzh ar Paterson : ponneroc'h, uheloc'h e galibr (.44 meutad e-lec'h .36), dezhañ un daboulin 6 tenn, ha gouest da anduriñ ur gargad poultr du uhel[3] (60 greunenn e pep kambr, tost da 4 gram).

Diwar labour an daou zen e voe krouet neuze ar Colt Walker. Abalamour da Samuel Colt bezañ fripet e lod goude freuzstal e embregerezh kentañ e voe lakaet sevel an armoù e atalieroù an armeurer Eli Whitney Jr.[4] e Whitneyville (Connecticut). 950 skouerenn anezhe a voe kaset d'an Texas Rangers. Ken galloudus e oa an arm e c'halle lazhañ un den da 400 metr c'hoazh. Re bonner e oa da vezañ douget ouzh gouriz ar soudarded : daou revolver a veze staget ouzh dibroù ar varc'hegerien, e-barzh gouinoù a ratozh[3]. Un nebeud sioù en doa ar Colt Walker memestra, pa oa techet e ganol pe e daoulin da darzhañ a-wechoù abalamour da c'halloud ar gargad poultr uhel[5] ha da galite izel an dir implijet d'ar poent-se[2].

Mervel a reas Samuel H. Walker un nebeud mizioù goude, e miz Here 1847, e Mec'hiko. An arm en doa ijinet asambles gant Samuel Colt a blijas d'an arme ha d'ar gouarnamant, a c'houlennas prenañ muioc'h a revolverioù. Colt a wellaas an arm, ha kinnig a reas e 1848 ar Colt Dragoon, a voe gwerzhet un niver uhel anezhe, hag a verkas deroù berzh an ijinour stadunanat. Hemañ en doa lakaet sevel 1100 Colt Walker e-lec'h 1000 gant arc'hant ar gouarnamant ; a-drugarez d'ar gounidoù graet war ar 100 skouerenn ouzhpenn e c'hellas postiñ arc'hant evit lakaat sevel un uzin e Hartford (Connecticut) evit e embregerezh nevez, ar Colt's Manufacturing Company[2].

Remove ads

Er sevenadur

Levrlennadur

  • (en) Charles W. Pate, The Colt Walker Army Revolver, Andrew Mowbray Publishers, Inc., 2021, 96 p., ISBN 978-1931464888

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads