Embann brezhoneg

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Embann brezhoneg a vez graet e Breizh gant un nebeud tier-embann hag an darn vrasañ anezho n'int ket embannerien a vicher. Gant an tier-embann brezhoneg e vez aozet ha lakaet e gwerzh levrioù brezhonek, da lavared eo unskridoù (unanderioù monografikel kevenebet ouzh ur produadur a vare da vare, i. e. ur mareadeg), met nebeud a bladennoù pe skorioù all. Darn anezho a embann kelaouennoù brezhonek. Met, ma ne vez ket produet unskridoù, ne vez gaet ti-embann eus outo.

Remove ads

Tier-embann unskridoù

  • Aber, renet gant Pierrette Kermoal, e Landeda. Ur gelaouenn, Aber he anv, a vez embannet ivez;
  • An Alarc'h, renet gant Maoris Joubin. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar Brezhoneg;
  • Al Lanv, renet gant Padrig an Habask (Kemper. E Lannuon emañ ar sekretourva. Ur gelaouenn, Al Lanv he anv, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg.;
  • Al Liamm, an ti embann koshañ, renet gant Tudual Huon, mab da Ronan Huon, an diazezer, hag e voe diazezet e Brest e-pad pell, bremañ e Kemper, met emañ ar sekretourva e Lannuon. Ur gelaouenn, Al Liamm he anv, a vez embannet ivez. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Barn ha Skrid (dindan anv Skrid nemetken e vez embannet al levrioù), renet gant Gwendal Denez hag Alan Botrel. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Bannoù-Heol, renet gant Arno Elegoed (Kemper). Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Keit Vimp Bev, renet gant Yann-Fañch Jacq hag e c'hoar Laurence Lavrand, e Laz. Div gelaouenn, Ya! ha Rouzig o anvioù, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Mouladurioù Hor Yezh, renet gant Anna ar Beg (Kemper). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Ur gelaouenn, Hor Yezh he anv, a vez embannet ivez. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Sav-Heol, renet gant Mark Kerrain. E Lannuon emañ ar sekretourva. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Skol Vreizh, renet gant Paolig Combot. Emañ he burev e Michererezh butun Montroulez;
  • Skol, renet gant Brieg ar Menn (Sant-Brieg). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • TES, renet gant X, stag ouzh an Deskadurezh-Stad, e Sant-Brieg;
  • TIR[1], ti-embann Rann ar brezhoneg Skol-veur Roazhon 2, renet gant Herve Bihan (Roazhon). Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
  • Timilenn, renet gant Tifenn Merien. Emañ ar sekretourva e Lannuon. Kevredet e-barzh Kuzul ar brezhoneg;
Remove ads

Kevread tiez-embann

N'eo ket Kuzul ar Brezhoneg un ti-embann, met ur c'hevarzhe a zo ur c'hevread evit meur a embanner pe gevarzhe sevenadurel, hag e bourvez servijoù kreiz dezho : maketenniñ, sekretourva hag e ra war-dro ar skignañ. Pa voe savet e vode an holl embannerien vrezhoneg a voe en o soñjoù kas pelloc'h ar skridoù moullet e peurunvan.
Gwezhall e veze ar C'hevread sevenadurel Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne), muioc'h anavezet dindan e anv brezhoeh Emgleo Breiz,, met un ti-embann gant meur a label e voe (Brud Nevez, Ar Skol vrezoneg…), met ne ra ket mui war-dro un ti-embann dindan e anv nemetken. Ganti e voe aet da get an aozadur nemeti a rae gant ar reizhskrivadur skolveuriek.

Remove ads

Kelaouennoù brezhoneg

Darn eus ar c'helaouennoù brezhoneg zo stag ouzh ur c'hevarzhe e stumm un ti-embann levrioù unskrid, darn a vez meret mez gant ur c'hevarzhe savet evito. Amañ ar roll dre ditloù :

  • Bremañ, kelaouenn hollek daouviziek, embannet gant Skol an Emsav;
  • An Dasson, kelaouenn sevenadurel dizingal, savet e 1985 hag embannet gant Kerlenn Sten Kidna
  • Rouzig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
  • Toutouig, kelaouenn evit ar vugale, embannet gant Keit Vimp Bev;
  • Ya !, kelaouenn hollek sizhuniek, embannet gant Keit Vimp Bev;

Implijidi gopret evit an embann brezhoneg

Embann al levrioù

Darn eus an embannerien vrezhoneg zo skoazellet gant yalc'hadoù hag a ro tu da c'hoprañ un den pe meur a hini. Gallout a ra ar skoazelloù pe yalc'hadoù dont eus kumunioù, pe departamantoù, pe ar rannvroioù (rannvro Breizh-4 peurvuiañ), pe ar stad c'hall .

Kelaouennoù

Skoazellet e vez un toullad kelaouennoù ha darn a implij tud:

  • ar sizhunieg Ya!, ur c'hazetenner;
  • an daouvizieg Bremañ, ur c'hazetenner, ur renerez, ur gontaouerez;
  • an trimizieg Al Lanv.
Remove ads

Embann brezhoneg aet da get

Remove ads

Skouer Kembre

N'eus netra par da Cyngor Llyfrau Cymraeg e Breizh. An aozadur ofisiel brezhonek nemetañ, Ofis ar Brezhoneg, dindan ar rannvro, ne ra ket war-dro an embann.

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads