Festina lente

From Wikipedia, the free encyclopedia

Festina lente
Remove ads

Festina lente ("Hast goustad") zo ul lavar latin a vije bet distaget gant an impalaer roman Augustus hervez an istorour roman Caius Suetonius Tranquilus.
En henc'hresianeg emañ an daou c'her-se e skrid Suetonius :

Crebro itaque illa iactabat : Σπευδε βραδέως, Ἀσφανς γἀρ ἐστ᾽ἀμείνον ή θρασὺς στρατηλάτης et: sat celeriter fieri quidquid fiat satis bene.
Alies e lavare ar c'hennlavaroù-mañ : "Hast goustad", "Gwelloc'h ur rener evezhiek eget unan hardizh" ha "Buan a-walc'h e vez graet ma vez graet mat".

Caius Suetonius Tranquilus: De Vita Caesarum, Vita Divi Augusti, 25[1].

Thumb
Festina lente

Kement ha "hast goustad" e talv Σπευδε βραδέως, gant Σπευδε (Speude, "gra hast") ha βραδέως (bradeos, "goustad")[2], kavet dindan pluenn Aristofanes (war-dro 450385 kent JK) en e bezh Hippeîs (Ἱππεῖς), ar Varc'heion.

Remove ads

Brezhoneg

E brezhoneg e lavaror Hastañ goustad ! pe Hastomp goustad !, a-hend-all e ranker hastañ buan, a zo skuizhusoc'h.

Istor

Thumb
Ar vaot hag ar ouel, arouez Cosimo Iañ de' Medici.

Lennegezh

  • Meneget eo al lavar henc'hresianek en Adagia, oberenn Erasmus (c. 14691536)[3].
  • E 1668 e skrivas La Fontaine, er fablenn Le Lièvre et la Tortue : « "Elle se hâte avec lenteur" ».
  • E 1674 e lenner, dindan pluenn Nicolas Boileau, en e Art poétique, ar gwerzennoù :
Hâtez-vous lentement, et sans perdre courage,
Vingt fois sur le métier remettez votre ouvrage,
Polissez-le sans cesse, et le repolissez,
Ajoutez quelquefois, et souvent effacez.
  • Goethe a skrivas, en e varzhoneg Hermann und Dorothea :

Laßt uns auch diesmal doch nur die Mittelstraße betreten! Eile mit Weile! das war selbst Kaiser Augustus Devise
« Kemeromp ar wech-mañ an hent etre. Hast goustad : hennezh e oa lavar an impalaer Augustus e-unan».

Sonerezh

  • Festina lente, anv un oberenn gant ar sonaozour estoniat Arvo Pärt, e 1988.

Traoù all

C'hoari

Eile mit Weile (lavar Goethe) eo an anv alamanek bet roet d'ur c'hoari anavezet evel Hâte-toi lentement e Suis, krouet diwar ar Parcheesi italian, deuet diwar ar Pachisi, damheñvel ouzh ur c'hoari alaman all, Mensch ärgere Dich nicht, pe ivez ouzh al ludo.

Eurier

E Suis e vez graet eurieroù en anv ar merk Festina. Brudet eo bet ar skipailh marc'houarnerien a rede en anv-se, e Tro Bro-C'hall dreist-holl.

Ti

Un ti anvet Festina lente zo e Krakow, e Pologn.

Remove ads

Krennlavaroù kar

E saozneg
  • More haste, less speed, "Muioc'h a vall, nebeutoc'h a dizh".
  • Haste makes waste, "Diwar vall e teu moc'herezh"
En italianeg
  • Chi va piano va sano, e va lontano, "Neb a ya goustad a ya yac'h, hag a ya pell".

Skeudennoù

Pennad kar

Liammoù diavaez

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads