Groe
kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Groe zo ur gumun eus kanton an Oriant-2, en Enez-Groe, e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
14 km² eo gorread Enez Groe. An enezenn vrasañ eus Breizh eo goude ar Gerveur.
8 km hirder ha 3 km ledander dezhi.
Emañ penn gwalarn ha penn gevred an enezenn e mirva naturel François Le Bail.
Ardamezioù
Remove ads
Istor
Henamzer
Sent
- Er Vvet kantved e tilestras Sant Gourziern, deuet eus Kembre, en enezenn a-raok mont da Gemperle[2], hag er VIIvet kantved e teuas Sant Tudi eus Kembre ivez.
IXvet kantved ha Xvet kantved
- Vikinged a zo bet e Groe ivez e-pad ur pennad amzer. Kavet e voe ur bez viking e 1906 en enezenn.
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Groe e 1790; e Kanton Porzh-Loeiz hag e Bann Henbont e oa[3]. Brasaet e voe Kanton Porzh-Loeiz gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Groe en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[4].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Ur c'hamp-bac'h a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall ennañ[5],[6],[7].
- Mervel a reas 174 gwaz eus Groe abalamour d'ar brezel, 48 anezhe war vor, hervez monumant ar re varv, da lâret eo 2,99 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].
Etre an daou vrezel-bed
- 1923: krouet e voe Kanton Groe[4],[3], Groe o vout e gumun nemeti.
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: c'hwec'h bag kollet, mervel a ra etre 34 ha 38 pesketour eus Groe abalamour d'ar gorventenn, o lezel 22 intañvez ha 38 emzivad war o lerc'h[9],[8].
- 2-3 a viz C'hwevrer 1939: 180 mui 280 repuad o tont eus Spagn a zilestras e Groe a-raok bout kaset da Borzh-Loeiz[8],[10].
Eil Brezel-bed
- Soudarded alaman e Porzh-Tudi.
Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad
- Ur c'harr-nij (Lancaster I marilhet R 5493 ha kodet KM-M) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e donvor Groe d'ar 24 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar seizh milour eus ar Rouantelezh-Unanet hag ar milour aostralian a oa ennañ; ne voe ket adkavet o c'horfoù[11].
- Ur c'harr-nij (Hampden I marilhet A 158 ha kodet VN-?) eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) a gouezhas e Groe d'ar 25 a viz Meurzh 1942: mervel a reas ar pevar nijour a oa ennañ; douaret int bet e bered Kerantreizh en Oriant[11].
- D'an 12 a viz Eost 1943 e kouezhas an nijerez Wellington marilhet LN442 eus 466th Squadron ar Royal Australian Air Force en enezenn, lazhet e voe he femp nijour.
- D'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Groe; lazhet e voe an dek nijour eus e baread[12].
- D'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito VI marilhet HR259 ha kodet DM-Q) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Groe[11].
Traoù all
- E miz Du 1942 e voe bac'het 293 den en ur c'hamp savet nepell ouzh ar vered gant an Aozadur Todt, rediet e vezent da labourat evit sevel Moger ar Meurvor Atlantel; gwallgaset e vezent gant ar warded, 46 anezhe a varvas edan daou viz, en o mesk daou Bolonad yuzev, bet drouklazhet d'an 13 a viz Kerzu 1942[13],[14],[15].
- E Sankenn an Oriant edo Groe[16].
- Dieubet e voe Groe d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 11 ofisour ha 559 is-ofisour ha milour ordin[17].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[18].
- Mervel a reas 50 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[19].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Aljeria
- Mervel a reas pevar milour eus ar gumun[19].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Peulvan e Mez er Groez.
- Ar bez viking adkrouet er mirdi.
- Porzh Tudi, porzh pennañ an enez.
- Porzh Tudi e-pad an Eil brezel-bed gant soudarded alaman.
- Porzh Tudi.
- Bigi e Porzh Tudi.
- Poull-kannañ.
- Tour-tan Beg ar C'hizhier.
- Traezheg.
- Penn Maen.
- Traezheg.
- Lokmaria.
- Gwel eus Groe.
- Monumant ar re varv.
- Mein-veur niverus : lec'hioù (pe zaolioù-maen) anvet "Men Cam", "Men Yann" ha "Vagouar-Huen". Peulvini Kêrlard ha Kêrglavezig. Bezioù kozh.
- Ur bez viking (IXvet-Xvet kantved), bet kavet e 1906, ennañ ur Viking a renk uhel.
- Arouezva Beg-Melen.
- Tour-tan Penn Maen.
- Tiez pesketaerien er penngêrioù. Feunteunioù ha poulloù-kannañ.
- Iliz katolik Sant-Tudi XIvet kantved. Chapelioù XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved: an Dreinded (er vourc'h), Itron Varia Kalmean, Sant-Leonard (e Kelwid), Itron Varia Plasmanek (e Lokmaria).
- Ekomirdi Groe: istor, bleuñvoù, loened, douarouriezh, maenoniezh.
- Mirva naturel ha douarouriel. Toull-an-Ifern. Toull-ar-Gurun. Groc'h-ar-Meot.
- Tour-tan Penn-Maen.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[20]. Dioueliet e voe d’ar 5 a viz Even 1922[21].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[22].
- Monumant nijourion ar C'hommonwealth bet lazhet e miz Eost 1943[23].
Remove ads
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Armerzh Groe e 1893
Remove ads
Brezhoneg
- 1970 Grammaire structurale du Breton de l'ile de Groix, Elmar Ternes
- En hañv 2018 ha 2022 : devezhioù deskiñ brezhoneg zo bet eno gant UDB.
- Kentelioù breton a-c'houde 2018.
Tud
- Guntiern, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Tudi, manac'h ha sant brezhon deuet eus Kembre.
- Henry Moret livour gall, 1856-1913.
Tud bet ganet eno
- Yann-Bêr Kalloc'h, barzh, d'an 21 a viz Gouere 1888 e Groe hag aet da anaon d'an 10 a viz Ebrel 1917 en Urvillers (Aisne, Bro-C'hall), war an talbenn, e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- Firmin Tristan (25 a viz Meurzh 1886-10 a viz Meurzh 1965 e Santez-Elen), maer ar gumun, kuzulier Kanton Groe ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[25].
- José Calloch, brezhonegour ampart, bet o labourat e Mirdi Groe, aet da Anaon d'an 21 a viz C'hwevrer 2020[26],[27].
Arzourien bet awenet gant Groe
- Livourien: Germaine Gardey, Henry Moret.
- Kanerien : Gilles Servat en-deus skrivet ur ganaouenn "L'île de Groix".
- Skrivagnerien: Lucien Gourong (ganet e 1943), konter ha beajour
Remove ads
Sportoù
- Kampionad pouleñvat[28].
Liammoù diabarzh
- Enez Groais, e Douar-Nevez, badezet diouzh enez Groe gant ar vesketaerien vreizhat.
Liammoù diavaez
Livadennoù gant Henry Moret
- Henry Moret : Groe (1891)
- Henry Moret : Aod Enez Groe
- Henry Moret : Enez Groe e-dan an erc'h (1892)
Dave ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

