Kemperle
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Kemperle a zo ur gumun e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh. Pennlec'h kanton Kemperle eo. Emañ war varc'h etre Kerne, tu kornôk ar stêr, ha Bro-Wened, tu reter ar stêr Izol.
Remove ads
Douaroniezh
Stêrioù Kemperle
- An Dourdu, adstêr d'al Laeta
Anv
Stummoù skrivet
- M.N Bouillet (1863) : gwechall Quimper-Ellé
- Bernard Tanguy (1990) : Villa Kermperlegium, c. 1050; Kemper, c. 1050; Kemperele, c. 1050; Kemperelle, 1146; Kemperele, 1364; Kemperle, 1462
- Erwan Vallerie (1995) : Anauroth scilicet Kemper XIvet; Kemperlensem 1038; Villa Kemperelegium c 1050; Camperelegio 1135; Kimper 1160; Kernperele 1220; Kemperle 1239; Kemperle 1267; Kuemperele 1275; Kemperle, Kemperele 1304; Kimperle, Kemperele; Kemperle 1343; Kemperele 1354; Kampperle 1366; Kemperele 1368; Keremperle 1371; Kamperlle 1375; Kemperle 1384; Kimperle 1395, Kemperele, Kemperle 1415; Kimperle 1423; Kemperle 1425; Quemperle 1442; Kemperle 1451; Kemperleyo 1453 ; Kaemperelleyo 1480; Kemperle 1516; Kimperle 1533; Kemperelle 1536; Querperle 1630; Quinperle 1654; Kèmperle, Quimperle 1709
Gerdarzh
Remove ads
Brezhoneg
- Panelloù divyezhek
Ya d'ar brezhoneg
- D'an 18 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 4 a viz Mae 2012 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Deskadurezh
Prizioù dazont ar brezhoneg
- E 2011 e oa bet roet da di-kêr Kemperle Priz kentañ Dazont ar brezhoneg, rummad “Strollegezhioù” gant Ofis Publik ar Brezhoneg[3].
Ardamezioù
![]() |
En erminoù e c'hilhog en gul, iziliet ha klipennet en aour.
|
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Intron Varia e gorre-kêr
- Iliz katolik ar Groaz Santel e goueled-kêr
- Ar pont Lovignon dreist d'ar stêr Ele.
- Ar c'hoc'hu.
- Leandi kozh an Ursulinezed.
- Ar Prezidial.
- Iliz katolik Sant Koulman.
- Chapel Lotea.
- Monumant ar re varv er vered, luc'hskeudenn[4]. Savet e voe e 1920 ha dioueliet d'an 3 a viz Gouhere 1921[5].
Dezougen
- An ti-gar
- Karr-boutin TBK dirak porzh-houarn Kemperle
- Ti-gar Kemperle war al linenn hent-houarn Landerne Savenneg.
- Tro Bro Kemperle, pe "TBK", ar rouedad dezougen beajourion e Bro Kemperle.
Istor
Henamzer
- An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper a dreuze an Ele e Kemperle, an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) d'ar Pouldu a dreuze Kemperle hag ur "c'hastrum" a voe savet gant ar Romaned war lez dehoù an Ele da ziwall an hentoù[6].
VIvet kantved
- Douaroù a vefe bet roet da C'huntiern, ur manac'h deuet eus Kembre, en "Anawrot" ha parrez Bei gant Gradlon, roue Kerne. Eno e savas abati Anawrot, kavell kêr Gemperle[7].
Dispac'h Gall
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Kemperle da benn un distrig[8].
- Tennet e voe trev Sant-Dewi (Saint-David ez-ofisiel) digant Redene ha staget e voe ouzh kumun Kemperle[9].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e parrez Sant-Mikael gant Louis Barbé, person, Thomas Bizien, kure, Fougerolle ha Pierre Davan, menec'h ag urzh Sant Benead, Robert Lallemant, priol e kouent Sant Maoris ha Joseph Bigeon, manac'h ag urzh Sant Fransez; nac'het e voe al le e parrez Sant Mikael gant Lamoignon, aluzenner an ospital, ha Latour, jezuist, aluzenner an Ursulinezed, hag e parrez Sant Kolomban gant Regnier, person, Forget, kure, Frogerays, beleg da sikour kovez ha Boisrouvray, jezuist, e trev Sant Dewi gant Le Moign ha Guennec, kureed, hag e parrez Lotea gant ar person, Galliot e anv[10].
XIXvet kantved
- Porzh-houarn Kemperle
- Erruet an hent-houarn (linenn Hent-houarn Landerne Savenneg) er gumun e miz Gwenholon 1863.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 342 waz eus ar gumun, da lavaret eo 3,72% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[11].
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas 51 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[12].
- C'hwec'h gwaz eus Kemperle a voe fuzuilhet e miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[13].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas seizh milour eus ar gumun[15].
Brezel Aljeria
- Mervel a reas seizh milour eus ar gumun[16].
Remove ads
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793
Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 2012

Melestradurezh
Tud
- Guntiern, manac'h ha sant brezhon hag a savas abati Anawrot, kavell kêr Gemperle, er VIIvet kantved.
- Gourloez, anavezetoc'h evel "Urlo" pe "Urloù", pe "Sant Urlo", kentañ abad Abati ar Groaz Santel e Kemperle.
- Delwenn-led Sant Guntiern en iliz ar Groaz Santel.
- Delwenn-led Sant Urloù en iliz ar Groaz Santel.
Tud bet ganet eno
- 1789 : Matilin an Dall, talabarder.
- 1804 : Corentin Marie Le Guillou, beleg katolik ha sonaozour.
- 1815 : Kervarker, dastumer gwerzioù ha lenneg.
- 1876 : Adolphe Beaufrère, livour-engravour.
- 1949 : Michel Tonnerre, kaner-sonaozer.
- 1950 : Melaine Favennec, kaner ha soner.
- 1973 : Ronan Le Flécher, kazetenner.
- 1993 : Loeiza an Duigoù, skrivagnerez.
Tud bet marvet eno
- 1859 : Matilin an Dall.
- 1880 : Yann-Wilhoù Herri, skrivagner.
- 1895 : Kervarker, dastumer gwerzioù ha lenneg.
- 1931 : Émile Jourdan, livour breizhat.
- 1944 : Loeiz Gourlet, barzh, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1981 : Zavier Grall, skrivagner breizhat.
- 1996 : Glenmor, kaner.
Tud beziet eno
- Yann Moñforzh, dug Breizh.
Arzourien bet awenet gant Kemperle
Ardamezeg ar familhoù
![]() |
Auffret[17]
aotrounez ar Gosker ha Kerizag |
En glazur e gebrenn en aour heuliet gant teir Katellrodenn ivez en aour |
![]() |
Daniel de Saint-Alouarn [18]
Aotrounez al lerc'h se , ha Kervéguen, e Gwengad. |
En glazur e leonerezh en argant |
Remove ads
Gevelliñ
Gouelioù
- Taol Kurun, bep bloaz abaoe 1995, e dibenn miz Genver.
Liammoù diavaez
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads