Gwenred
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gwenred (Ginrë e gallaoueg ha Guenrouët e galleg) a zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
Remove ads
Douaroniezh
- War lez ar Stêr Izar emañ Gwenred.
Anv
- Erwan Vallerie (1995) ː Guenruth, 1090; Guenreth, XIIt; Guenret, 1287; Groamiet, 1630; Guerroit, 1672; Guenret, 1731.
Gerdarzh
- Un anv brezhonek an hini eo:
"Gwenn" + "red" (roudour)
Ardamezioù
"En glazur e iliz en argant, skoret gans ur blaenenn geotet karget gant ur c'houdreustell kommek en argant , karget he-unan gant tri fesk en gul"
Istor
IXvet kantved
- Savet eo bet Gwenred gant Alan Iañ war dro an IXvet kantved. Gouzout a reer en deus bevet ar roue en tu arall d'ar stêr Isar er c'hastell-Sei (e parrez Plesei) goude bezañ trec'het ar Vikinged e Kistreberzh.
Dispac'h Gall
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwenred e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Gwenred hag e Bann Savenneg. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. Lakaet e voe e Kanton Gweltaz-Lambrizig e 1801[2].
- E-pad an dispac'h ez eus bet ur strollad soudarded gwaskedet er presbital. Ar boblañs a oa gant ar re wenn avat ha meur a berson didou a zo bet kuzhet ganto.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 181 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez ar monumantoù e bourc'h Gwenred hag e Kernitron-ar-C'hras, da lavaret eo 4,96% eus ar boblañs e 1911[3].
Eil brezel-bed
- Lakaet eo bet diaes poblañs Gwenred e pad an Eil brezel bed dreist-holl gant ar bombezadegoù adalek miz Eost 1944 betek miz Mae 1945.
- Mervel a reas tric’hwec’h den ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4].
XXIvet kantved
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Pontkastell-Keren pa voe diskaret Kanton Gweltaz-Lambrizig e 2014[5].
Remove ads
Glad
- Monumant ar re varv e bered Gwenred, luc’hskeudenn[6]. Dioueliet e voe d’ar 16 a viz Gwengolo 1923[7].
- Monumant ar re varv e bered Kernitron-ar-C'hras, luc’hskeudenn[8] ha kartenn-bost[9]. Dioueliet e voe e 1929[10].
- Iliz katolik ar vourc'h (XIXvet kantved).
- Kastell Greny.
- Kastell Bogdelin.
- Chapel ar C'hougou.
- Chapel Botohel.
- Milinoù : Riwalan, Botohel, Longle, Justis, Haut-Breil, Barel...
Remove ads
Yezhoù
- E Breizh-Uhel emañ Gwenred, komzet e vez gallaoueg eta.
- An anvioù-lec'h a ziskouez eo bet bev ar brezhoneg gwezharall ivez, muioc'h ag 20% ag an anvioù-lec'h a zo a orin brezhonek hervez labour Jean-Yves Le Moing.
Poblañsouriezh abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
- Guy Eder Fontanella, moranvet "ar Bleiz", a vefe genedik a Wenred. Gwallvrudet eo ar forbann-se evit e breizhadegoù e Kerne ha Treger e pad ar XVIvet kantved.
Ardamezeg ar familhoù
![]() |
Eder
Aotrounez l'Ongle ha la Motte-Isar |
En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en argant, 2, 1. |
Gevellerezh
Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads