Plesei
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Plesei (Plessé e galleg) zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.
Remove ads
Douaroniezh
- Plesei zo unan ag ar c'humunioù brasañ a zo el Liger-Atlantel, kement ha Pariz eo, gant 10 400 hektar. Teir bourc'h zo enni : Plesei, Le Dresny, Le Coudray.
- Ar stêr Izar a dreuz ar gumun.
Anv
Stummoù skrivet
- Plebe que dicitur Sei, 854; Ploissiaco, 1062; Plesseit, XIIIt; Pleusse, Plusse, 1254; Plesse, 1287; Plesseyacum ?, 1371[2]
Gerdarzh
Un anv brezhonek a orin eo anv ar gumun. Savet eo diwar ple, deuet eus plouef, ha Sei, anv un den, marteze ur sant, Sei pe Seog. Meur a gêriadenn a zo er gumun gant an anv "Sei" : Tresei, Lann-Sei… En 854 en ur skrid latin eus kartular Redon ez eus anv eus Plebs que dicitur Sei, meneget evel parrez vrezhonek.
Remove ads
Istor
E fin an IXvet kantved ha deroù an Xvet kantved e oa bet Alan Iañ o chom e Plesei, e kastell Sei war ribl ar stêr Izar. Nend eo ket mui ar c'hastell anezhañ avat. E penn kentañ an XIXvet kantved e veze gwelet e roudoù war ar parkeier c'hoazh.
Alan Iañ a oa roue Breizh, trec'het ar Vikinged gantañ e Kistreberzh.
Lavaret e vez eo bet ar mare-se "oad aour" Plesei. Pezh a zo gwir a-walc'h. Evel-se Alan Iañ, e vibien Budig ha Derrien hag e goskor o deus degemeret Eudes, Roue Bro C'hall e kastell Sei.
Hervez istorourion zo, ez eus bet ur villa roman hag ur c'hreñvlec'h galian kent bout adsavet gant ar roue.
Pa voe savet an hent bras etre Gwenred ha Plesei e penn kentañ an XIXvet kantved ez eus bet dizoloet bezioù ag ar Grennamzer uhelañ.
Hervez ur vojenn ez eus ur c'haridenn etre pezh a oa ar c'hastell hag un tour e Gwenvenez-Penfaou...
War an dorgenn el lec'h ma oa ar c'hastell gwezharall emañ kêriadenn "Sant Kler" hiziv an deiz. Sant Kler a zo ur Sant a bouez er barrez. Ur chapel a oa er gêriadenn betek he distruj e-pad an Eil brezel bed. Pont Sant Kler a zo bet distrujet ganti ivez.
War-lerc'h eo bet ar gumun dindan beli familh Roc'han a Vlaen.
Er XIVvet kantved e voe savet un aluzendi Sant Armel er Rozay gant Arzhur II.
Kendirvi Lalokan
Meneget eo ar barrez e diellevr Redon, e 854: Kovellig ha Brithael, kendirvi Lalokan o doe galvet ar mac'htiern Houarnskoed (Hoiarnscoit) evit bout e penn kêriadenn "Treb-Hinoi" a oa da Lalokan kent e varv. E Sarant (Gwenvenez-Penfaou) eo bet ar varn gant menec'h Redon[3].
Dispac'h Gall
- Krouet e voe kumun Plesei e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Sant-Nikolaz hag e Bann Blaen. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg[4].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
Eil brezel-bed
- Mervel a reas trizek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].
Trevadennoù
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour eus ar gumun d’ar 16 a viz Even 1957 hervez monumant ar re varv[7].
XXIvet kantved
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Pontkastell-Keren pa voe diskaret Kanton Sant-Nikolaz-an-Hent e 2014[8].
Remove ads
Brezhoneg
- 24,2 % eus anvioù-lecʼh ar gumun a zo brezhonek[9].
Tud
- Lucien Mazan (1882-1917), lesanvet Petit Breton, aet ar maout gantañ e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 1907 ha 1908. Lazhet e voe er Brezel-bed kentañ e Troyes.
- Charles Perron (1893-1958), livour gall, aet da anaon e Naoned d'an 18 a viz Ebrel.
- Michel Manoll (1911-1984), skrivour ha mignon da René-Guy Cadou.
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Sant Pêr Plesei (1875),
- Chapel ar Plessis, (XVvet),
- Chapel Karheil,
- Maner ar "chêne vert" (XVII-XVIII), an aotrou Tregwel e oa e berc'henn,
- Meur a fetan "hud", en Draeneg hag e Sant Kler (a bare poan an daoulagad),
- Kastell Karheil, distrujet eo bet e pad an Eil brezel-bed gant ar bombezadegoù.
Ur bochad kestell zo er gumun :
- Kastell Koed-Dan,
- Kastell "l'Epinay",
- Kastell Buhel,
- Kastell "Sein des bois",
- Kastell Boduan ...
Ha Peulvan "dent Gargantua" etre Lann-Sei ha Sant Kler. Hervez ar sorbienn e oa kouezhet ar peulvan diouzh botez Gargantua ha flastret en doa ur pesketaer hag a oa dindanañ.
Monumantoù ar re varv
Remove ads
Yezhoù
Emañ Plesei e Bro C'hallo, komzet e vez gallaoueg er gumun eta.
Ar brezhoneg zo bet komzet ivez gant tud Plesei gwezharall, ur bochad anvioù-lec'h brezhonek a zo er gumun, muioc'h ag 20% hervez labour Jean Yves Le Moing. Setu lod anezho: Toulan (toul-lann), Tresé (Tre-Sei), Govelo, Couët-Dan, Hinlès (Hen-lez), Tregouët (Tregoed), Dresny (Draeneg).
Gallout a reer gwelet eo aet Kerguemer (1420) da gCarguemey (1562) etre ar XVvet hag an XVIvet kantved. Ar ger "kêr" aet da "car" a c'hell bout arouez ur cheñch yezh.
Ur arouez arall eo "Quélme", n'eo ket aet ar ger-se da "gKalvez". Neuze eo bet kollet ar brezhoneg e Quélmé er XIVvet kantved marteze.
Remove ads
Melestradurezh
Poblañsouriezh
abaoe 1962
Niver a annezidi

etre 1793 ha 2009

Liammoù diavaez
- Lec'hienn an ti-kêr : (fr)
- Ul lec'hienn diwar-benn istor ar barrez : (fr)
- (br) Plesei war Geobreizh
Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


