IMI Galil

From Wikipedia, the free encyclopedia

IMI Galil
Remove ads

 Ar Galil zo ur fuzuilh-arsailh israelat kambret e 5,56 × 45 mm, krouet e deroù ar bloavezhioù 1970. Unan eus armoù hiniennel standart arme Israel eo bet betek deroù ar XXI kantved.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor ha deskrivadur

Er bloavezhioù 1960 e rae Tsahal gant fuzuilhoù FN FAL kambret e 7,62 × 51 mm. E-pad emgannoù ar Brezel C'hwec'h Devezh e 1967 e voe remerket ne oa ket fiziapl atav ar FAL en emgannoù en dezerzh, ouzhpenn dezhi bezañ ponner a-walc'h. Divizet e voe implijout fuzuilhoù-arsailh nevez. An AK-47 tapet war an tachennoù-emgann digant soudarded egipsian a ziskouezas bezañ mat, met fellet a rae d'an Israeliz ober gant ar c'halibr 5,56 × 45 mm[1].

Yisrael Galili, ijinour en IMI, a ginnigas ur fuzuilh-arsailh nevez, hag a voe choazet gant an arme goude bezañ keñveriet gant fuzuilhoù all evel an M16 stadunanat. Anvet e voe Galil diwar anv e grouer, ha lakaet er servij e 1973. A. Ur stumm gwellaet eus an AK-47 e oa, dezhañ ul lamm plegus hag ur c'houch reolius etre 300 ha 500 metr. Ul loc'henn da zibab ar mod tennañ (aotomatek pe damaotomatek) a voe ouzhpennet ouzh e du kleiz[2].

Stummoù disheñvel

  • AR : stumm orin e 5,56 mm
  • ARM : heñvel ouzh un AR, dezhi un daoubez gouest da droc'hañ orjal dreinek ivez, un dornikell-dougen hag un distoufer dindan he c'hanol
  • SAR : stumm berroc'h e ganol[3] evit ar soudarded e-bourzh kirri pe tankoù
  • MAR : stumm berr-kenañ
  • Galatz : fuzuilh-resisted kambret e 7,62 mm NATO[4]

Ar rummad Galil ACE, savet adalek ar bloavezhioù 2000, zo deveret eus ar Galil.

Thumb
Ur soudard estonian en Irak e miz Meurzh 2005, gantañ ur Galil SAR
Remove ads

Implijerien

Adalek mae 1973 e voe choazet ar Galil gant Tsahal[2], met ne voe ket pourveziet d'an holl soudarded dre ma resevas Israel kalz skouerennoù eus an M16 er bloavezhioù 1960 hag e deroù ar bloavezhioù 1970. An Tavor a gemeras he flas adalek ar bloavezhioù 2000. Ar Galil a voe gwerzhet da vroioù all evel Kolombia (e 7,62 mm) pe produet dindan aotre gant broioù evel Suafrika, pe Ukraina dindan an anv Fort-301.

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads