ISO 9
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
ISO 9 a zo anv ur reoliad etrebroadel evit romanekaat al lizherenneg kirillek evel ma vez implijet evit skrivañ yezhoù slavek hag ivez ur re yezhoù nann-slavek:
- an abc'hazeg
- an altayeg
- ar belaruseg
- ar bulgareg
- ar bouryateg
- ar c'harachayeg-balkareg
- hen slaveg an iliz)
- ar makedoneg
- ar moldaveg
- ar mongoleg
- an oudmourteg
- ar ruseg
- ar rusineg
- ar serbeg,
- an tchouvacheg
- an ukraineg
- ar yezhoù kaokazek
Unan eus perzhioù pennañ ar sistem romanekadur-mañ e-keñver meur a sistem all eo ar fed ma c'hell treuzlizherenniñ gantañ pep lizhrennn eus al lizherenneg kirillek oc'h implijout ur arouezenn enni ul lizherenn latin kevatal outañ a-drugarez da implij meur a sin diakritek ha neuze e c'heller goût dres pe hini e oa ar stumm orin dre dielfennañ un treuzlizherennadur savet dre implijout ISO 9.
Setu taolenn c'hevalderioù treuzlizherennadur:
Remove ads
Embannadur 1995
Da dalvezout e lec'h ISO 9:1986 implijet war an dachenn-mañ a-gent.
Remove ads
ISO/R 9:1968
Gant ar doare kent-mañ e veze graet gant treuzlizherennadurioù diseheñvel evit pep yezh slavonek implijet gante al lizherenneg kirillek hervez bep o fonologiezh resis.
Tostoc'h eo an doare-mañ ouzh doare kentañ an treuzlizherenandur skiantel.
En daolenn-mañ HSI=henslaveg an iliz, implijet ivez evit henslaveg ar reter. SI=slavoneg an iliz. Gallout a reer lakaat keñver-ouzh-keñver ar sistem-mañ gant ISO 9:1995 er golonenn diwezhañ.
* Lizherennoù a-gozh chomet dizimplij
- SI ha HSI
- Kirillek я skrivet ІА, ereadur I mui А
- Kirillek у skrivet ouk (Ѹ), ereadur О mui У
- Bulgareg
- ne vez ket treuzlizherennet na ъ na ѫ e dibenn ur ger.
- Ruseg ha belaruseg
- ne vez ket treuzlizherennet ъ e dibenn ur ger.
- Rousineg (rusyn)
- ы = y evit rousineg pannonek (Novi Sad, Vojvodina, Serbia), ы=ŷ evit rousineg lemkonek (Pololia, Ukraina ha Prešov, Slovakia).
Remove ads
Implij a vro da vro
Degemeret ha lakaet da ofisiel eo bet ISO 9 gant ar broioù-mañ da heul (doare-envel lec'hel etre kromelloù), daoust ha ma kendalc'hont da implijout sistemoù disheñvel e gwirionez hervez reolennoù fonetikel bep yezh: .
- Rusia (GOST 7.79)
- Armenia (GOST 7.79)
- Azerbaidjan (GOST 7.79)
- Belarus (GOST 7.79–2000, adopted 2003-03-01)[1]
- Kazakstan (GOST 7.79)
- Kirgizstan (GOST 7.79)
- Tadjikistan (GOST 7.79)
- Turkmenistan (GOST 7.79)
- Ouzbekistan (GOST 7.79)
Notennoù
Daveoù
Gwelit ivez
Liammoù diavaez:
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads