Krag-Jørgensen

From Wikipedia, the free encyclopedia

Krag-Jørgensen
Remove ads

Ar Krag-Jørgensen a oa ur fuzuilh tennata dre zorn norvegian ijinet gant Ole Herman Johannes Krag, ofiser ha rener ar Kongsberg Våpenfabrikk, arsanailh stad Norvegia, asambles gant an ijinour Erik Jørgensen. Un arm-skoaz standart e voe en armeoù Danmark, Stadoù-Unanet Amerika[1] ha Norvegia.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor

Stumm danat

E 1886 e klaske an Danmark ur fuzuilh nevez evit e arme. Krag ha Jørgensen a ginnigas dezhe pimpatrom ur fuzuilh-vorailh nevez, enni ur c'harger da wintañ 10 kartouchenn, e stumm ur glozenn diavaez, tro-dro da gulasenn an arm. Nevez e oa da-geñver ar c'hargerioù korzennek kinniget er fuzuilhoù Krag betek-neuze.

Goude un nebeud esaeoù war an dachenn e voe digresket an niver a gartouchennoù er glozenn da 5 ha dibabet an arm gant an arme danat e 1889. Kambret e oa e 8 × 58 mm R. Stummoù all a voe savet : ur garabinenn verroc'h hag ur fuzuilh-resisted ponneroc'h he c'hanol. Implijet e voent gant an arme danat betek 1940. Anvet eo peurliesañ Krag-Jørgensen M1889 ; ar stumm ralañ da gavout eo hiziv an deiz.

Stummoù amerikan ha norvegian

E deroù ar bloavezhioù 1890 e klaske ar Stadoù-Unanet un arm nevez evit kemer plas ar fuzuilhoù un-tenn Springfield M1873 implijet betek-neuze ha diamzeriet e-keñver an armoù nevez produet en Europa. Choazet e voe e 1892 ar Krag-Jørgensen kambret evit kartouchennoù all (.30-40 Krag) ha dezhe ur glozenn un tammig disheñvel. Tro 500.000 anezhe a voe produet e arsanailh Springfield etre 1894 ha 1904. Anvet eo ar stumm-mañ Krag-Jørgensen M1892.

Implijet e voe an arm gant arme ar Stadoù-Unanet er brezel a-enep Spagn e 1898 e Kuba hag er Filipinez. Diskouez a reas bezañ ur fuzuilh aes da zornata, fiziapl ha solut, met gwan e oa galloud-herzel he boledoù e-keñver reoù ar Mauser Model 1893 implijet gant Spagn, enni kartouchennoù 7 × 57 mm Mauser. Klasket e voe implijout munisionoù kreñvoc'h er Krag-Jørgensen, met distummañ a raent ar glozenn.[1] Divizet e voe dibab un arm nevez e-lec'h klask gwellaat ar Krag-Jørgensen : ar Springfield M1903 a gemeras e blas e 1903.

Ur stumm all, tost d'ar stumm amerikan, a voe dibabet evel arm standart gant arme Norvegia e 1894. Kambret e oa e 8 × 58 mm R. War-dro 133.000 skouerenn anezhe a voe produet.[2] Krag-Jørgensen M1894 eo anvet peurvuiañ.

Remove ads

Liamm diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads