Springfield M1903

From Wikipedia, the free encyclopedia

Springfield M1903
Remove ads

Ar Springfield M1903, pe Springfield Model 1903, a zo ur fuzuilh tennata dre vorailh stadunanat produet etre 1903 ha 1949. Implijet e voe gant arme ar vro da vare ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl, met servijout a reas e meur a vrezel war-lerc'h.

Thumb
Soudarded Korea ar Su gante Springfield M1903 (20 a viz Gwengolo 1950)
Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Thumb
US Marines gante fuzuilhoù M1903 en ur foz-brezel e Breuvannes-en-Bassigny, Bro-C'hall, da vare ar Brezel-bed Kentañ
Remove ads

Istor

Da vare ar brezel a-enep Spagn e 1898 e komprenas arme Stadoù-Unanet Amerika e oa diwar-lerc'h o fuzuilhoù Krag–Jørgensen M1892. Divizet e voe sevel un arm nevez diwar wikefre ar Mauser M1893, he doa diskouezet bezañ kalz efedusoc'h ha suroc'h war an tachennoù emgann. Produet e voe ar skouerennoù kentañ e arsanailh Springfield e 1903. Kambret e oant da gentañ evit ar munision .30-03, a rae gant ur boled ront ha ponner 220 gram. Dre ma oa fall a-walc'h bannouriezh ar c'hartouchennoù-mañ e voe divizet adkambriñ ar fuzuilhoù evit kartouchennoù .30-06, dezhe boledoù spitzer (begek) etre 150 ha 220 greunenn[1] hag a nije pelloc'h hag en un doare stabiloc'h.

Implijet e voe ar fuzuilh gant arme ar Stadoù-Unanet war an talbenn e Frañs adalek 1917. Kemeret e voe e lec'h gant an M1 Garand adalek 1936, met skouerennoù eus an M1903 a voe harzlammet d'an emsavioù rezistañs en Europa da vare an Eil Brezel-bed, hag implijet e voe an arm e meur a vrezel gant armeoù all betek ar bloavezhioù 1960. Ur stumm fuzuilh-resisted, an M1903 A4, warni ul lunedenn M84, a voe implijet en arme stadunanat betek 1969. Ar fuzuilh-kelenn M1922, produet etre 1922 ha 1942, zo diazezet war an M1903.

Remove ads

Er sevenadur

  • Ur fuzuilh M1903 A4 a vez implijet er film Saving Private Ryan (Steven Spielberg, 1998) gant ar soudard Jackson, tenner resisted ar strollad stadunanat[2].
Thumb
Kartenn gant implijerien an M1903 Springfield e glas

Implijerien

Liammoù diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads