Loudieg
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Loudieg (Loudia [ludja][2] pe Lódeyac e gallaoueg; Loudéac e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor hag e Bro-Sant-Brieg, e-kreiz ar vro. Pennlec'h Kanton Loudieg eo.
Remove ads
Douaroniezh
- Lec'hiet eo Loudieg e Kreiz-Breizh, etre an hentoù N164 (Roazhon-Brest) ha D700 (Sant-Brieg-Pondi). 30 mn diouzh Sant-Brieg hag 1 eur diouzh Roazhon.
Kumunioù amezek
Dezougen
- Diavaez an ti-gar.
- Un tren er porzh-houarn.
- War al linennoù hent-houarn (serret) Karaez Loudieg ha Pondi Sant-Brieg emañ Loudieg.
Anv
Stummoù kozh
Kavout a reer ar stummoù-mañ: Locduiac (etre 1066 ha 1082), Lodeac (e 1149), Lodoach (e 1223), Lodeac (e 1239, e 1264), Parrez ha burgus Lodeiac (e 1263), Lodoiac (e 1269, e 1280), Loudeac (e 1271), Lodoyac (e 1286), Lodeac (e 1296), Lodehac (e 1369), Loudeac (e 1396). Ar stumm melestradurel a-vremañ a zeu war wel e 1427 (Dielloù Liger-Atlantel, B 2979).
Brezhoneg
E brezhoneg eo testeniekaet ar stummoù-mañ: Loudeac (1789, 1790, 1865, 1911), Loudeak (1847, 1884, 1894, 1905, 1910), Lozag (1906, 1908), Loudieg (etre 1910 ha 2022), Laudeg (1919), Laodeg (1923, 1927), Loudeag (1933), Laudâc (1934), Loudéak (1937), Leudeg (1967), Ludwag (1978), Loraog (1978)[3],[4].
Ardamezioù
![]() |
En glazur e deir gwerzhidenn en argant ; e gab en gul, karget gant teir mailhenn en aour.[5] | |
Istor
XIvet kantved
XIIIvet kantved
XVvet kantved
- 1491: arme Bro C'hall a voe ac'hubet Loudieg ganti.
Dispac'h Gall
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Loudieg da benn distrig Loudieg[6].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Diazezet e voe an Ospital Milourel Klokaus Niv 78 e Loudieg e-pad ar Brezel-bed kentañ; gloazidi a oa erruet e miz Gwengolo dija, ha krouet e voe an ospital d'an 2 a viz Here 1914; serret e voe e dibenn miz Du 1917[7].
- E 1917 e voe degemeret repuidi, 63 Gall ha 62 Velgiad e Loudieg[8]; e mizioù Meurzh hag Ebrel 1918 e teuas pemp repuad all eus departamantoù gall Oise ha Somme abalamour d'an dagadenn alaman bet boulc'het e miz Meurzh[9].
- Mervel a reas 220 gwaz hervez monumant ar re varv (eleze 3,83% eus ar boblañs e 1911) er gumun, met 251 hervez monumant Santez-Anna-Wened, abalamour d'ar brezel[10]; lazhet e voe pevar anezhe e Belgia e miz Eost 1914, e penn- kentañ ar brezel: d’an 21 e Fosses-la-Ville, ur soudard eus an 70vet Rujumant Troadegiezh [11] ha, d’an 22 en Arsimont, ur soudard eus an 71vet Rujumant Troadegiezh[12] e Maissin, ur soudard eus an 19vet Rujumant Troadegiezh
[13] hag en Emgann Rossignol, ur c’hanolier blenier eus an 2vet Rujumant Kanolierezh Trevadennel[14]; d’an 22 a viz Ebrel 1915 e voe lazhet daou soudard eus an 71vet Rujumant Troadegiezh e Boezinge e Flandrez Belgia[15],[16].
Eil brezel-bed
- D'an 28 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez (Hampden I marilhet AD834 ha kodet VN-?) eus ar Royal Air Force e Quilliant, nepell eus Loudieg. Daou nijour eus he laz a varvas. Douaret e voent e bered ar gumun. Unan all a voe serret d'an Alamaned, unan all a zeuas a-benn da achap[17].
- D'ar 4 a viz Gouhere 1944 e voe lazhet seizh Rezistant FFI gant an Alamaned e "La Porcherie"[18].
- Dieubet e voe Loudieg d'an 3 a viz Eost 1944 gant lu ar Stadoù-Unanet[19].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas daou vilour eus ar gumun er Viêtnam abalamour d'ar brezel.
Brezel Aljeria
- Mervel a reas daou vilour eus ar gumun abalamour d'ar brezel.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- An iliz katolik.
- Ar c'hoc'hu hag an iliz katolik.
- Iliz katolik Sant Nikolaz.
- Ar c'hoc'hu.
- Monumant ar re varv e Leurgêr an Ti-post, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[20].
- Monumant kantonel ar re varv (1939-1945, Brezelioù Indez-Sina hag Aljeria) el Leurgêr Charles de Gaulle, luc’hskeudenn[21].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[22].
- Monumant ar Rezistanted FFI bet lazhet e miz Gouhere 1944, luc’hskeudenn[23].
Bered ar gumun
- Bezioù al Lu gall.
- Bez ur soudard eus an trevadennoù.
- Bez ur soudard eus an trevadennoù.
- Bezioù izili eus ar Rezistañs.
- Beziet eo bet enni soudarded eus ar brezelioù-bed hag izili eus ar Rezistañs.
- Bezioù ar C'hommonwealth
- Bezioù ar C'hommonwealth: daou nijour marvet e miz Ebrel 1941, e-pad an Eil brezel-bed, pa gouezhas o c'harr-nij nepell eus Loudieg[24],[25].
Remove ads
Melestradurezh

Roll ar vaered
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
- 1895 : Jeanne Malivel, arzourez.
- 1901 : Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol.
Tud bet marvet eno
Ardamezeg ar familhoù
![]() |
de Kaërbout / de Kerbout
Aotrounez la Vallée |
En gul e dri ezev en argant, 2, 1 |
Gevelliñ
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads