Luzern
kumun suis e kanton Luzern From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Luzern (distaget [luˈtsɛrn] en alamaneg ; Lucerne [lysɛʁn] e galleg; Lucerna, [luˈtʃɛrna] en italianeg ; Lucerna e romañcheg ; Lozärn e rannyezh ar c'hornad) zo ur gêr e-kreiz Suis. Kêr-benn kanton Luzern eo. E dibenn 2013 e oa 80 501 a dud o chom e kêr. Ur c'hroashent a bouez eo evit al lodenn-se eus Suis hag ur greizenn velestradurel. En-dro da Luzern ez eus un tolpad-kêrioù lec'hiet e tri c'hanton disheñvel, ma'z eus war-dro 250 000 a dud o vevañ en holl.
Dre m'emañ war ribl ul lenn vrav (Vierwaldstättersee pe Lenn Luzern), e-harz menezioù kaer evel menez Pilatus ha Rigi en Alpoù Suis, e vez desachet ur bern touristed da Luzern, a-gozh. Unan eus an traoù brudetañ e kêr eo ar c'h-Kapellbrücke, ur pont koad savet er XIVvet kantved.
An alamaneg eo ar yezh ofisiel e Luzern, met un doare alemaneg uhel eo ar yezh pemdeziek evit ar braz eus an dud.
Remove ads
Tud brudet
- Peter Bichsel, skrivagner
- Hans Erni, treser, livour, engraver ha kizeller
- Carl Spitteler, skrivagner
- Siegfried Wagner, sonaozer
Kêrioù gevellet
Gevellet eo Luzern gant ar c'hêrioù-mañ :
Bournemouth (Bro-Saoz) abaoe 1981
Chicago (Stadoù Unanet) abaoe 1999
Cieszyn (Polonia) abaoe 1994
Guebwiller (Bro-C'hall) abaoe 1978
Olomouc (Tchekia) abaoe 1994
Potsdam (Alamagn) abaoe 2002
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

