M1 Garand
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An M1 Garand pe M1 Rifle hervez e anv ofisiel en US Army, zo ur fuzuilh damaotomatek kambret e .30-06 Springfield. Arm-skoaz standart kalz soudarded stadunanat war-droad e voe da vare an Eil Brezel-bed.
Remove ads
Istor

E deroù ar bloavezhioù 1930 e klaske arme Stadoù-Unanet modernizaat o armoù-skoaz o tilezel ar fuzuilhoù-morailh Springfield M1903. An ijinour kanadian-stadunanat John Garand a laboure e arsanailh Springfield a ginnigas ur fuzuilh damaotomatek nevez. Dibabet e voe e 1932 gant an US Army, met lakaet e voe er servij da vat e 1936 hepken. Mont a rae en-dro gant ur sistem amprest gazoù[1]. War an tachennoù-emgann e tiskouezas bezañ fiziapl ha solut. Ar jeneral Patton a zeskrivas ar Garand M1 evel « ar gwellañ ostilh d'en em gannañ bet ijinet biskoazh »[2].
Fuzuilh diazez al lu stadunanat e-pad an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea e voe. Un dra vat e oa evit ar soudarded amerikan a oa gante ur fuzuilh damaotomatek modernoc'h evit ar fuzuilhoù-morailh diazez Arisaka 99 japanat pe Karabiner 98k alaman. Ne voe ket bet implijet kalz e-pad Brezel Vietnam. Darn eus an M1 a oa bet savet evit nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika ; en desped da-se, kantadoù a vilieroù anezho a voe savet ha roet evel harp brezel da gevredidi ar vro goude an Eil Brezel-bed. Implijet e vez ar Garand c'hoazh hiziv-an-deiz dreist-holl evit an unvezioù-dibunañ pe gourdoniñ. Implijet e vez ivez gant siviled evit ar chase, ar sportoù tennañ pe evel arm dastumadeg. Unan eus ar fuzuilhoù damaotomatek eildorn gwerzhet ar muiañ er Stadoù-Unanet e oa e 2025 c'hoazh[3].
Garand thumb
Pourvezet e vez an M1 Garand dre ur c'hlip 8 kartouchenn. Ur wech sanket ar c'hlip en arm penn-da-benn e lak golo ar gulasenn d'en em serriñ hec'h-unan buan a-walc'h. Ma ne vez ket dalc'het ar golo-mañ gant loc'henn ar gulasenn e c'hall gloazañ biz-meud an den a implij anezhañ evit bountañ ar c'hlip. Bezañ bloñset e viz-meud gant golo kulasenn an M1 a oa ken boutin e voe anvet Garand thumb (Biz-meud Garand) ar c'hloazadenn-mañ gant ar soudarded stadunanat da vare an Eil Brezel-bed. Ur skouer eus ar Garand thumb a zo taolennet war biz-meud ar sniper Daniel Jackson er film Saving private Ryan (1998).
Remove ads
Adstummoù
E-touez an niver uhel a adstummoù savet diwar ar Garand e c'haller menegiñ ar re nesañ ;
- M1C hag M1D : stummoù fuzuilhoù-resisted, dezhe ul lunedenn M84, hag ur c'huzh-tan e beg ar c'hanol peurliesañ ;
- M1E14, adkambret e 7,62 × 51 mm evit an US Navy e deroù ar bloavezhioù 1950.
Skeudennoù
- Ur soudard yaouank eus an droadegiezh hobregonet stadunanat o poziñ gant ur fuzuilh Garand e 1942.
- Soudard stadunanat e-kichen Saint-Lo e 1944.
- M1 Garand gant ur banner-greunadennoù ouzhpenn
- Soudarded etiopian e-pad Brezel Korea gante un M1 Garand (a-zehou) warni ur c'huzh-tan, hag ur garabinenn M1 (a-gleiz).
- Ur soudard stadunanat gant prizonidi komunour e-pad Brezel Korea
- Soudarded an USMC o tibunañ gant fuzuilhoù M1 Garand warne baionetezioù
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads