MAT 49

From Wikipedia, the free encyclopedia

MAT 49
Remove ads

Ar MAT 49, anvet en ur mod ofisiel Pistolet mitrailleur de 9 mm Modèle 1949 en arme c’hall[1], zo ur bistolenn-vindrailher ijinet e Bro-C’hall goude an Eil Brezel-bed hag implijet eno betek ar bloavezhioù 1990.

Arabat eo droukveskañ gant MAS 49.
Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Deskrivadur

Un arm simpl da broduiñ ha marc'hadmat e oa ar MAT 49[1]. Gellet a ra tennañ e mod aotomatek nemetken. Kambret eo evit kartouchennoù 9 mm Parabellum. Savet e oa bet evit kemer an nebeutañ ar gwellañ a blas : he lamm koulz ha puñs he c'harger a c'hall bezañ pleget a-hed he c'hanol hag he boestad-kulasenn[2]. Soñjet e oa bet an arm evit bezañ gwarezet diouzh al loustoni a c'hallje mont e-barzh[3]. Uhel eo endalc'h he c'harger 32 gartouchenn a-drugarez d'e ziv golonenn, met kizidik eo ouzh al loustoni, hag ur c'harger 20 kartouchenn en ur golonenn a voe savet evit gellet implijout an arm en endroioù enne traezh evel an dezerzhioù.

Stummoù disheñvel a voe savet, en o zouez ar MAT Mle 54 SB dezhi ul lamm-koad[4], pe ar MAT 49/54 dezhi ul lamm-koad hag un eil draen evit gellet tennañ tenn-ha-tenn[5].

Remove ads

Istor

Goude fin an Eil Brezel-bed e oa pourvezet an arme c'hall gant pistolennoù-mindrailher diamzeriet o munisionoù, evel ar MAS 38 gall kambret e 7,65 mm Long, pe gant armoù a bep seurt deuet eus stokoù stadunanat, saoz pe alaman. E 1944 e voe divizet boulc'hañ ur programm reneveziñ an armoù. Ar c'halibr 9 mm Parabellum, galloudusoc'h hag aesoc'h da gavout evit ar 7,65 mm Long, a voe dibabet evit ar bistolenn hag ar bistolenn-vindrailher a oa da vezañ ijinet[1].

Labouradegoù-stad Saint-Étienne, Tulle ha Châtellerault a ginnigas tri fimpatrom pistolenn-vindrailher disheñvel : mont a reas ar maout gant ar MAT, ha goude un nebeud gwelladennoù e voe lakaet da arm standart e miz Even 1949 ha lesanvet MAT 49 en arme. Implijet e voe en holl vrezelioù kaset gant Frañs e-pad 50 vloaz, en o zouez reoù Indez-Sina hag Aljeria. Hervez e oa un arm solut ha fiziapl[1], hag a blije d'ar soudarded[3]. Servijout a reas ivez etre daouarn ar polis pe ar valtouterien c'hall, hag e armeoù meur a vro all[1].

Remove ads

Levrlennadur

  • (en) GUILLOU Luc, The MAT-49 Submachine Gun: And Preceding French Submachine Gun Designs, Including the MAS-35, ‎ Schiffer Publishing Ltd, 2022, 80 p., ISBN 9780764362927

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads