MAS 49

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar MAS 49, anvet ivez FSA 49 pe FSA Mle 49 diwar hec'h anv ofisiel e galleg Fusil semi-automatique modèle 1949, zo ur fuzuilh damaotomatek a zo bet implijet e arme Bro-C'hall adalek 1950 ha betek fin ar bloavezhioù 1990 en hec'h adstumm MAS 49/56 (pe FAS 49/56). Ganet eo diwar ur patrom savet e 1938 evit kemer plas ar MAS 36. Ar FAMAS a gemeras he flas en arme c'hall adalek deroù ar bloavezhioù 1980.

Arabat eo droukveskañ gant MAT 49.
Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor hag implij

E dibenn an Eil Brezel-bed e veze tamm-ha-tamm erlec'hiet ar fuzuilhoù-morailh mod-kozh gant armoù damaotomatek evel an M1 Garand stadunanat, an SVT-40 soviedel pe ar Gewehr 43 alaman. Diouzhtu adalek 1944 e c'houlennas Ministrerezh Armeoù Frañs lakaat sevel un arm a seurt-se gant uzin armoù Saint-Étienne, a adimplijas patrom ar fuzuilh MAS 38/40 prest e deroù 1940. Emgann Bro-C'hall hag aloubadeg ar vro er memes bloaz o doa lakaat harz d'ar raktres-mañ.

Gwellaet e voe ar MAS 38/40 en ur zegas ur c'harger fiñv dek kartouchenn dezhi. 6.200 skouerenn eus an arm-mañ, anvet MAS 44, a voe produet adalek 1945 ha roet d'ar soudarded commando marine gall e Indez-Sina.

Kambret e oa ar MAS 44 evit ar c'hartouchennoù gall 7,5 mm 1929C implijet er fuzuilh-vindrailher FM 24/29, er vindrailherez AA-52 hag er fuzuilh MAS 36 ivez.

Thumb
Ur c'haporal eus 9vet Rejimant ar Génie o tiskouez ur MAS 49/56 montet warni ur vaionetez e 1976.

E 1949 e voe dibabet en ur mod ofisiel ar fuzuilh gant an arme c'hall dindan an anv Fusil semi-automatique MAS 1949. Erlec'hiañ a reas tamm-ha-tamm ar MAS 36, memes ma voe modernizaet lod anezhe e 1951 (hag anvet MAS 36/51). Servijout a reas da vat da vare Brezel Indez-sina e-lec'h ma tapas brud vat gant ar soudarded c'hall. Goude ma voe kollet ar brezel eno gant Frañs e voe implijet ar MAS 49 gant Kambodia ha Viêt Nam. 6.000 anezho a voe ivez gwerzhet gant Bro-C'hall da Siria e deroù ar bloavezhioù 1950. Implijet e voent e brezel Liban.

Daoust d'he c'halite e oa re hir ar MAS 49. Karget e voe uzin armoù Saint-Étienne da sevel ur stumm skañvoc'h ha berroc'h anezhi, a voe krouet e 1956 hag anvet MAS 49/56. Paul Tellié, a savas diwezhatoc'h ar fuzuilhoù FR-F1 ha FAMAS, a voe karget da gas al labour-mañ da benn[1]. Ur stumm karabinenn e oa eus ar MAS 49, gouest da dennañ greunadennoù-fuzuilh[2]. Servijout a reas etre daouarn soudarded c'hall zo e brezel Aljeria.

An FSA MAS 49/56 a gemeras tamm-ha-tamm plas an holl FSA 49 ha MAS 36/51 evit dont da vezañ arm standart an arme c'hall asambles gant ar bistolenn-vindrailher MAT 49. Paouez a reas produiñ ar MAS 49 e 1965. Kemeret e voe he flas gant ar FAMAS adalek ar bloavezhioù 1980 met chom a reas e servij e unvezioù 'zo eus an arme c'hall betek ar bloavezhioù 1990.

Skouerennoù 'zo eus ar MAS 49 a voe kemmet er bloavezhioù 1970 evit gellet kambriñ munisionoù .308 Winchester, met implij ar c'halibr 7,5 mm gall a voe un diaesamant evit ezporzhiañ anezhi da vroioù all ha ne oant ket bet trevadennoù eus Bro-C'hall[3].

Remove ads

Implijerien all

Pourveziet e voe armeoù ha gwarded-prezidanted ar broioù-mañ gant fuzuilhoù MAS 49 pe MAS 49/56 :

Remove ads

Levrlennadur

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads