Max Verstappen
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Max Emilian Verstappen (distagadur izelvroek [mɑks eːˈmilijɑn vɛrˈstɑpə(n)], bet ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1997, zo ur blenier redadegoù-kirri eus an Izelvroioù hag eus Belgia. Mab eo da Jos Verstappen, a oa bet blenier F1 ivez. Redek a ra gant Red Bull Racing e kevezadeg bed ar Formulenn 1 abaoe 2016 ha betek 2028 hervez e gevrat.
Abaoe e yaouankiz e oa bet prientet gant e dad da redek eil live uhelañ. Da 17 vloaz ha 166 deiz e voe blenier yaouankañ ar Formulenn 1 e 2015 pa gomañsas da redek gant Toro Rosso ha trec'hour yaouankañ eo ivez abaoe 2016, da 18 vloaz ha 227 deiz, gant Red Bull, goude bezañ erlec'hiet Daniil Kvyat e-kerzh ar bloaz. Buan en doa tapet ar vrud da vezañ ur blenier sur eus e zonezonoù ha rust un tamm war ar bistenn, hep bezañ kastizet kalzig avat. Ar bloavezioù da c'houde a gadarnaas e zonezonoù, met trenket e voent gant fazioù ha kudennoù teknik. Ar cheñchamant da Honda a ro ur chañs dezhañ da vezañ a-live gant Mercedes, a oa e penn ar Formulenn 1 abaoe 2014, met n'eo nemet e 2021 e voe kreñv a-walc'h e Red Bull-Honda da gas ar stourm betek ar fin, ha trec'h e voe war Lewis Hamilton, daoust d'an tabud war an degouez, en dro diwezhañ.
Kampion 2021 e F1 eo, ar 34 hini, ha kentañ izelvroat aet ar maout gantañ e Formulenn 1 eo.
Remove ads
Buhez
Ganedigezh ha familh
Ganet e oa e Belgia, d'an 30 a viz Gwengolo 1997 e Hasselt hag e proviñs Limbourg e oa bet desavet en hevelep bro. Mab da Jos Verstappen, blenier Formulenn 1 ha da Sophie-Marie Kumpen, a voe blenierez karting a-live uhel, bet tapet ar maout ganti meur a wezh e redadegoù brudet. Ur c'hoar vihan en deus, Victoria-Jane, bet ganet e 1999. Dispartiet e voe e dud e 2008, goude barradoù feulster Jos o doa kaset anezhañ dirak al lez-varn.
Remove ads
Disoc'hoù e redadegoù-kirri
Disoc'hoù e kevezadeg bed ar Formulenn 1
Goude Priz Bras Bahrein 2023
- 8 vloaz e Formulenn 1.
- 2 ditl ar vlenierien (2021-2022)
- 164 disparti.
- 36 trec'h.
- 2036,5 poent merket.
- 21 plas pol.
- 21 tro gwellañ ar redadeg.
- 78 Podiom.
- 3 hat trick.
- 29 dilezel.
- Krog eo e : d'ar 15 a viz Meurzh 2015 e Priz bras Aostralia, war troiad Melbourne – Dilezet.
- Plas pol kentañ : d'ar 4 a viz Eost 2019 e Priz Bras Malaysia, war an Hungaroring.
- Trec'h kentañ : d'ar 16 a viz Mae 2016 e Priz bras Spagn, war troiad Barcelona.
Trec'hioù e kevezadeg bed ar Formulenn 1
Remove ads
Gwelet ivez
Liammoù diavaez
- (nl)(en) Lec'hienn ofisiel
- (fr) Stadegoù war statsf1.com
- (en) Pajenn Verstappen diwar lec'hienn ofisiel ar Formulenn 1
Kampion a-raok : Lewis Hamilton |
Max Verstappen Kampion bed ar Formulenn 1 2021 |
Kampion war-lerc'h : — |
![]() |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads