Williams F1 Team
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Williams Grand Prix Engineering Limited (e 2014 Williams Martini Racing) zo ur skipailh saoz a red er Formulenn 1 abaoe 1978, en ur c'hounit meur a ditl, dreist-holl e-pad ar bloavezhioù 1990. Koruet eo bet gant Frank Williams ha Patrick Head. Redet he deus gant ar vlenierien gwellañ evel Alan Jones, Nelson Piquet, Nigel Mansell, Alain Prost, Ayrton Senna, Damon Hill, Jacques Villeneuve ha Juan-Pablo Montoya. Gounezet he doa 16 kevezadeg ha redek a ra gant Felipe Massa ha Valterri Bottas e 2014. Susie Wolff eo he blenierez esaeoù pennañ, e-kichen Felipe Nasr.

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur skipailh feuriet en eskemmdi eo abaoe 2011. Kenderc'hel a ra Frank Williams da vezañ ar perc'henner pennañ avat. Unan eus ar berc'hennerien a chom a zo Toto Wolff (dindan 10%), deuet da vezañ rener Mercedes. Renet e vez ar skipailh a zeiz-da-zeiz gant merc'h Frank Williams, Claire Williams.
Remove ads
Orin ar skipailh
Krouet eo bet ar skipailh a-hiziv e 1977 met a-raok e lakae Frank Williams kirri da redek dindan e anv, gant ar skipailh Frank Williams Racing Cars. Ne oa ket kevezus a-walc'h e girri, ha adprenet eo bet ar skipailh gant Walter Wolf e 1976. Divizet en deus Williams kuitaat ar skipailh, adbadezet Walter Wolf Racing war-lerc'h ha lakaat kirri March da redek dindan an anv Williams Grand Prix Engineering e 1977. D'ar mare-se en deus kejet Williams gant Patrick Head a zo deuet da vezañ ijinour pennañ ar skipailh ha kenberc'henner adalek an deroù betek 2011.
Remove ads
E Formulenn 1
Gant Ford
Gant Honda
Gant Judd
Gant Renault
Gant Mecachrome ha Supertec
Ar c'hevelerezh gant BMW
Gant Cosworth
Gant Toyota
Cosworth adarre
Renault adarre
Gant Mercedes ha Martini
E miz Mae 2013 eo bet disklêriet gant Williams e oa o vont da cheñch e geflusker adarre evit redek gant Mercedes-Benz, o kaout spi d'ober an dibab gwellañ evit ar cheñchamantoù reolennoù ar c'heflsukerioù, o tremen d'ur V8 aergelc'h d'ur V6 turbo 1.6 litrad e 2014. E fin 2013 eo bet disklêriet disparti Pastor Maldonado da Lotus, erlec'hiet gant Felipe Massa o tont eus Ferrari, gant ur sponsor bras, Petrobras. Miret eo bet Valtteri Bottas goude ur vloaz, ha Susie Wolff evel blenierez esaeoù. Pouezusoc'h evit ar skipailh eo bet disklêriet e deroù 2014 ur c'hevelerezh gant Martini, o lakaat ar skipailh da gemer livioù ar Martini Racing hag o tont da vezañ Williams Martini Racing, ar pezh a dalvezo evit meur a vloaz.
Remove ads
E redadegoù kirri all
Formulenn 2
Dibabet eo bet Williams e 2009 evit sevel ar c'harr a zo bet roet da bep blenierien e F2.
Rallioù
British Touring Car Championship
24 eurvezh ar Mañs
Disoc'hoù e Formulenn 1
Remove ads
Sellet ivez
Kampion a-raok : Ferrari |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1980-1981 |
Kampion war-lerc'h : Ferrari |
Kampion a-raok : McLaren |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1986-1987 |
Kampion war-lerc'h : McLaren |
Kampion a-raok : McLaren |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1992-1993-1994 |
Kampion war-lerc'h : Benetton |
Kampion a-raok : Benetton |
Williams Kampion bed ar Formulenn 1 1996-1997 |
Kampion war-lerc'h : McLaren |
![]() |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads