Molan
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Molan zo ur gumun e Bro-Gerne, e penn kanton abaoe 2015, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Remove ads
Douaroniezh
- Porzh Brignev.
- Porzh Brignev.
- An aod e Kerfani.
- War aod ar Meurvor Atlantel emañ Molan.
Anv
- Erwan Vallerie (1995) ː Moelan, 1084, 1160, XIIIvet kantved, 1220, 1368, 1516, 1536 ; Molen, 1630[2].
Ardamezioù
Brezhoneg
Ya d'ar brezhoneg
- D'an 10 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- Al label a live 2 a zo bet roet d'ar gumun d'an 20 a viz Kerzu 2013.
Deskadurezh
- E dibenn ar bloavezhioù 1980 e savas ar maer a-enep da grouidigezh ur skol Diwan.
- E distro-skol 2024 e oa 46 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (12,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
Bugaligoù
- Al Liezdegemer-kêr Océane a zo gant un tañva d'ar yezh.
Remove ads
Istor
Dispac'h Gall
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Jean-Marie La Marre, person, Thomas-Marie Divalan ha Luc Le Postec, kureed, Étienne Perrot ha Joseph-René Le Breton, beleion da sikour kofes[4].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 173 gwaz ag ar gumun, da lavaret eo 2,61% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].
Eil brezel bed
- Mervel a reas 47 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- D'ar 17 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-65-BO (marilhet 42-29663 ha kodet WF-H, 305vet Bomb Group, 364vet Squadron) eus aerlu ar Stadoù-Unanet e Molan gant unnek milour en e vourzh; tapet e voe c'hwec'h anezhe gant an Alamaned, unan all a zeuas a-benn da achap, unan all a voe lazhet hag unan all ne voe ket adkavet[7].
- E miz Gouhere 1944 e oa bet fuzuilhet izili ag ar Rezistañs hag ur c'harrnijer breizhveuriat gant an Alamaned e Kerfani, unan d'an 20, ar re all d'an 29, 30 hag 31 a viz Gouere; jahinet e oant bet a-raok en toull-bac'h e Kemperle; tri anezhe a oa eus Molan[8].
Brezel Korea
- Mervel a reas ur milour eus ar gumun e Muchon d’an 1 a viz Genver 1951[9].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas dek milour eus ar gumun[10].
Brezel Aljeria
- Mervel a reas tri milour eus ar gumun[11].
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Ur peulvan.
- Meur a savadur neolitek.
- An iliz katolik.
- Iliz katolik Sant Melani, 1876-1878.
- Monumant ar re varv.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[12][13]. Dioueliet e voe d’ar 24 a viz Eost 1921[14].
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Karrnijour e oa. Mervel a reas e miz Ebrel 1943, e-pad an Eil Brezel Bed[15].
Remove ads
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
- 1877 : Loeiz Gourlet, barzh, skrivagner ha troour brezhonek.
- 1909 : Léon Le Calvez, reder war varc'h-houarn.
- 1919 : Louis Orvoën, bet maer ar gumun etre 1959 ha 1983, depute (MRP) etre 1946 ha 1968, neuze senedour (1971-1980), prezidant Kuzul meur an departamant etre 1978 ha 1988 ; marvet e Molan e 1994.
- 1920 : Émile Danoën, skrivagner gallek, ganet e Kersaoz.
Ardamezeg ar familhoù
|
Remove ads
Gevelliñ
Alamagn : Lindenfels (Hesse) abaoe 1968.
Iwerzhon : Cluain Cearbán abaoe 2023[16].
Liammoù diavaez
- (fr) moelan-sur-mer.bzh, lec'hienn an ti-kêr
- (br) Molan war lec'hienn Geobreizh
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

