Gamal Abdel Naser (arabeg: جمال عبد الناصر , Jamāl ‘Abd an-Nāṣir, arabeg Egipt: جمال عبد الناصر, Gamāl ‘Abd el-Nāṣir, treuzskrivet alies e Jamal Abd al-Naser, Jamal Abd an-Nasser) (Aleksandria, 15 a viz Genver1918 - Kaero, 28 a viz Gwengolo1970), a zo bet eil prezidant Egipt adalek 1954 betek e varv e 1970, d'an oad a 52 vloaz. Deuet e oa er galloud goude un taol-nerzh a-enep Mohammed Naguib. Brudet eo evit bezañ degaset ur bern cheñchamantoù en e vro.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
1958 Egyptian United Arab Republic referendum, 1956 Egyptian referendum, 1958 Egyptian presidential election, 1965 United Arab Republic presidential confirmation referendum
Diskaret en deus ar rouantelezh ha lakaet ur republik en he lec'h. Broadelet eo bet kanol Suez ha kaset ar vro war hent ar modernaat. Un ideologiezh a gasas war-raok, anvet naserouriezh, ma laka e penn kont ar vroadelouriezh arab (ar banarabouriezh, pe hollarabouriezh), ha bezañ dizalc'h diouzh an daou vloc'had a oa d'an ampoent (an URSS, ha tuad "bed ar c'hornôg").
Gant broioù arab all e renas ur brezel a-enep Israel (Brezel ar c'hwec'h devezh). Daoust ma oa bet koll, ha drastus evit e vro (serret kanol Suez, ha kollet ar Sinai) e voe degemeret kement-se gant ar bed arab evel un ober a lorc'h hag uhel e oa ar bri a veze douget dezhañ.