PPSh-41

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar PPSh-41 (rusianeg : Пистоле́т-пулемёт Шпа́гина, tr. Pistolét-pulemyót Shpágina-41, brezhoneg : "pistolenn-vindrailher Shpagin-41") a zo ur bistolenn-vindrailher soviedel dezhi ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Savet e oa bet gant an ijinour Georgy Shpagin.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor

Thumb
Soudard soviedel gantañ ur PPSh-41 o kas ur prizoniad alaman goude emgann Stalingrad (1943).

Efedus e oa bet ar bistolenn-vindrailher Suomi KP/-31 etre daouarn ar soudarded finn a-enep d'ar Soviediz e-kerzh ar Brezel Goañv. Diwar neuze e tivizas an Arme Ruz modernizaat he armoù ha ledanaat implij ar pistolennoù-mindrailher PPD 38 ha PPD 40 deveret anezhi. An ijinour Georgy Shapkin a simplas he froduiñ o tegas teknik ar stampañ evit produiñ pezhioù zo. Ar c'hanol a voe simplaet ivez : ur stumm troc'het dre an hanter eus kanolioù ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 e oa. Dre se e voe kinniget e dibenn 1940 ar bistolenn nevez. Produet e voe adalek ar bloaz war-lerc'h dindan an anv PPSh-41[1].

Thumb
Kabiten ar Wehrmacht Wilhelm Traub armet gant ur PPSh-41 e-kerzh Emgann Stalingrad en diskar-amzer 1942. Ar soudarded alaman a gave gwell implij an arm-se evit an MP40

Ledan e voe implij ar PPSh-41 e-kerzh an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Deuet e oa da vezañ unan eus an armoù implijetañ gant al Lu Ruz evit an droadegiezh e-pad an Eil brezel-bed, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ produet da ouzhpenn 5 milion a skouerennoù etre 1941 ha 1946[2]. Ar soudarded a gave gwellloc'h ober gant ar c'harger ront 71 kartouchenn evit gant an hini eeun 35 kartouchenn. Fiziapl e oa ar PPSh-41 ne vern an temperadur ha liv an amzer. Priziet e veze da vare an emgannoù-kêr evel hini Stalingrad[3]. Roet e voe ivez d'ar siviled da vare seziz Leningrad evit difenn ar gêr. Eno e voe produet e-pad ar sez ar PPSh-42, ur stumm deveret anezhi. Harzlammet e voe kalz skouerennoù eus ar PPSh-41 d'ar bartizaned soviedel a stourme a-dreñv d'al linennoù alaman[1].

Kalz skouerennoù a voe tapet gant an Alamaned e deroù ar brezel. Adanvet e voent MP 717 (r) e anvadurezh ar Wehrmacht. Implijet int bet gant kartouchennoù 7,63 × 25 mm Mauser a oa tost-tre o ment ouzh hini munisionoù orin ar PPSh-41. Lod eus an armoù tapet a zo bet adkambret e 9 mm Parabellum[1].

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads