Perwenan

kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia

Perwenan
Remove ads

Perwenan (er vro, distaget [pɛr'we:nãn]), pe Penwenan (pelloc'h, distaget [pɛn'we:nãn]), a zo ur gumun eus Breizh, en arvor Treger[2], e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Remove ads

Douaroniezh

Perwenan zo ur gumun war lez Mor Breizh.

Kumunioù amezek

Karterioù

Anv

Stummoù skrivet

  • Bernard Tanguy : Plebs Penvean, Xvet-XIvet; Pennguenan, 1160; eccl. de Penvennan, 1163; eccl. S. Petri de Penguennan, vers 1180; Penguenan, 1228; Penguennan, Penvennan, 1330; Penguenan, fin XIVè s.; Penguennan, 1464; Penvenan, 1731
  • Erwan Vallerie : Penguennan, 1160; Penvennan, 1163; Penguennan, 1165; Peneguan, 1188; Penvennan, Penguennan, 1330; Penguenan, 1429, Penguennan, 1516; Pla~guenon, 1630; Penguenan, 1636; Penvenant, 1779

Gerdarzh

War a seblant, diwar anv ul leanez Gwenan[3].

Remove ads

Ardamezioù

"Geotet, e deir gebrenn en gul, eilet gant teir gwenanenn en aour; e gab en erminoù"[4]

Hervez Froger & Pressensé ː "Geotet, e gebrenn en argant, karget gant tri tintenn en gul an eil dreist egile, heuliet gant teir gwenanenn en aour; e gab en argant e bemp erminig"[4]

Sturienn ː Nerz kalon bepred, douster ivez

Aozer ː J.P. Fernandez.

Istor

Kavet e vez taolioù-maen ha peulvanoù er barrez.

Degemeret e voe skrivagnerien veur enni ivez evel Anatol ar Braz, difennet glad sevenadurel ar gumun ha hini Treger gantañ, ar c'hontadennoù hag ar mojennoù peurgetket, pe Jean Guéhenno, eus an Akademiezh c'hall, kement ha livourien ha sonerien, ha pennoù-bras zo eus ar Rezistañs ivez evel André Postel-Vinay, Pierre Lefaucheux, pe Marie-Hélène Lefaucheux c'hoazh, homañ ziwezhañ o kemer perzh en emdroadur gwir etrebroadel ar maouezed.

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

  • 52 zen a varvas abalamour d'ar brezel[5].
  • D'ar 16 a viz C'hwevrer 1943 e voe diskaret gant an nijerezioù alaman ur B-17F eus an US Army Air Force, marilhet 42-2967 ha kodet PU-G, ha lesanvet "Shak Hak", er-maez da Borzh-Gwenn ha kollet e voe an 10 nijer a oa e bourzh. Ne voe ket adkavet o c'horfoù[6].
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

An iliz katolik er bourk.

Diavez

Diabarzh

Chapel Itron-Varia Porzh-Gwenn (XVIvet kantved)

Diavez

Diabarzh

Kalvar e Porzh-Gwenn

Monumant ar re varv

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Tud vrudet

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Thumb d'Acigné, aotrounez Trogindi ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[7]
Thumb de Balore, aotrounez Kersaozon

En sabel e c'hastell en aour a zri dour ivez en aour

(GlB; PPC)

Remove ads

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

  • D’ar 16 a viz Genver 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh

  • Klasoù divyezhek stad a zo eno abaoe 1999.
  • E distro-skol 2024 e oa 50 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (31,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8].

Krennlavarioù

  • (drouk) : Perwenan, lorc'hig voan Muioc'h a voged evit a dan.
  • (jentiloc'h) : An tiez bras a Berwenan / Muioc'h a c'houloù evit a dan.
Remove ads

Melestradurezh

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...

Keveleriñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads