Pleurdud

kumun ar Mor-Bihan From Wikipedia, the free encyclopedia

Pleurdud
Remove ads

Pleurdud a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Remove ads

Douaroniezh

  • War lez ar Skorf emañ Pleurdud.

Anv

  • Erwan Vallerie ː Ploerdut, 1285; Plouiredut, 1387; Pluerdut, 1407; Ploeretut, 1453; Ploerduc, 1516; Pleurdut, 14553; Pleurduz, 1630; Plouerdut, 1779

Gerdarzh

  • Diwar « plou » hag Ildud, manac'h brezhon[2].

Ardamezioù

En gul e dreustell en argant karget gant ul las-karantez en sabel loc'hant diouzh al lezioù, heuliet ouzh kab gant div mailhenn en aour, hag ouzh beg gant ur pennzelwenn rod-heoliek Sant Ildud ivez en aour; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig en sabel

Istor

Henamzer

XVIIvet kantved

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Pleurdud, François Roüan e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Pleurdud e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pleurdud da benn ur c'hanton, hini Pleurdud; div c'humun a oa ennañ: Lanwelan ha Pleurdud; e distrig ar Faoued e oa. Diskaret e voe Kanton Pleurdud gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Pleurdud e kanton ar Gemene bet miret ha brasaet e 1801 gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 162 waz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,50 % eus he foblañs e 1911[6].

Eil brezel-bed

  • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 357 repuad e Pleurdud; 8 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940(fr)[7].
  • 1944:
    • d'ar 15 a viz Mae e voe tapet 53 180 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, 25 950 Lur d'ar 6 a viz Even ha 4 000 Lur d'an 29 a viz Gouere, ar re-mañ a voe rentet d'ar 5 a viz Gwengolo[8];
    • e miz Even 1944, daou zen eus ar Rezistañs a voe bet lazhet gant an Alamaned; ur paotr all a voe lazhet p'edo o klask tec'hout;
    • fuzuilhet e voe ur gwaz ag ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman er Faoued[9];
    • d'an 31 a viz Gouere e teuas kantadoù a vilourion alaman da dagañ paotred ar strouezheg e Moustoer-Riallan; daou zen eus ar Rezistañs a voe lazhet, met an Alamaned a gollas tregont soudard, lod anezhe lazhet, ar re all gloazet hepken[10].
  • Mervel a reas pevarzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik.

Emdroadur ar boblañs aboe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Thumb de Barac'h,

Aotrounez al lec'h se e Pleurdud

En aour e ziv dreustell skoulmet en sabel
Thumb Barisy,

Aotrounez Kermaria ha Keraudren

En argant e deir joskenn diframmet en sabel
Thumb de Beaucours

Aotrounez Kermarker ha Kerourhin

En gul e zri sparfel en argant, pigoset, iziliet ha grizilhonnet en aour
Thumb Guiller

Aotrounez Fontaineper

En aour e sourd en sabel o tislonkañ flammoù en gul
Remove ads

Gevelliñ

Levrlennadur

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads