RSS Lituania

From Wikipedia, the free encyclopedia

RSS Lituania
Remove ads

Unan eus republikoù diazez an Unaniezh Soviedel etre 1940-1991 oa Republik Sokialour Soviedel Lituania (lituaneg: Lietuvos Tarybų Socialistinė Respublika).

Fedoù berr-ha-berr Литовская СоветскаяСоциалистическая РеспубликаLietuvos Tarybų Socialistinė Respublika ...

Vilnius e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ.

Krouet e oa bet evel Republik Soviedel Lituania (RSS) d'ar 21 a viz Mezheven 1940.

Dont a reas Lituania da vezañ 15vet Republik an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel d'ar 5 a viz Eost 1940. Trec'h e oa bet Alamagn warni da geñver an Eil Brezel Bed e 1941, met adtapet e oa bet gant URSS hag adsavet ar Republik Soviedel adarre e 1944.

Ne oa ket bet anavezet biskoazh ar fed ma oa bet enbarzhet Lituania en Unaniezh Soviedel na gant ar Stadoù-Unanet, na gant ar Rouantelezh-Unanet na gant Alamagn ha gante e veze darempredoù diplomatel dalc'hmat gant Republik Dishual Lituania.

Kemmañ a reas hec'h anv da zont da vezañ Republik Lituania hag en em zisrannas ez-ofisiel diouzh URSS evel ur vro dishual d'an 11 a viz Meurzh 1991, anavezet gant an Unaniezh Soviedel d'ar 6 a viz Gwengolo 1991.

Mont a reas ekonomiezh ar vro war-raok da geñver ar maread soviedel ha bremañ ec'h eo Lituania unan eus Republikoù pinvidikañ an ez-URSS.

Remove ads

Gwelet ivez

Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads