Nicolas Sarkozy

From Wikipedia, the free encyclopedia

Nicolas Sarkozy
Remove ads

Nicolas Sarkozy (Nicolas Paul Stéphane Sarközy de Nagy-Bocsa e anv gwirion) zo ur politikour gall, ganet d'an 28 a viz Genver 1955 e Pariz. “Sarko” a vez graet anezhañ ivez gant ar C'hallaoued.

Thumb
Nicolas Sarkozy

Politikerezh

Bet eo e penn Ministrerezh an Diabarzh hag an Arc'hanterezh, bet maer Neuilly-sur-Seine, pinvidikañ parrez zo a-stok ouzh Pariz, war-lerc'h Charles Pasqua, bet prezidant departamant Hauts-de-Seine ha bet e penn an UMP, ur strollad politikel eus an tu dehou.

Dilennet eo bet da brezidant ar republik e Bro-C'hall d'ar 6 a viz Mae 2007. Aet ez eus 53,06% eus ar mouezhioù war e anv e Bro-C'hall. E Breizh (5 departamant) en deus bet 47,32% eus ar mouezhioù.

Goude ur respet pemp bloaz e klaskas bezañ addilennet met koll a reas en eil tro a-enep François Hollande.

Remove ads

Justis

Afer Bygmalion

E-kerzh kabalerezh Sarkozy evit dilennadegoù 2012 e vije bet graet an embregerezh Bygmalion fakturennoù faos da guzhat dispignoù re uhel an UMP. Barnet eo bet Sarkozy ha kondaonet da vezañ toullbac’het e-pad ur bloaz. D’ar 14 a viz C'hwevrer 2024 e voe kondaonet gant ul lez-varn engalv da vezañ toullbac’het e-pad ur bloaz gant ur goursez a c’hwec’h miz. Barnet e vo an afer adarre gant ul lez-varn torridigezh.

Afer Azibert

Tamallet eo bet Sarkozy da vezañ selaouet, a-enep al lezenn, kaozeadennoù gant pellgomzoù hezoug; ober a rae Sarkozy gant al lesanv Paul Bismuth. E-kerzh an afer-mañ o deus Sarkozy hag e alvokad, Thierry Herzog, goubrenet ar reizhaouer Gilbert Azibert evit kaout titouroù a-zivout an afer Woerth-Bettancourt. Kondaonet e voe Sarkozy da vezañ toullbac’het evit tri bloaz, unan anezho harzet. Kadarnaet e voe ar barnidigezh gant ul lez-varn engalv hag ul lez-varn torridigezh. A-benn ar fin e rankas Sarkozy gwiskañ ur c’helc’h-brec’h elektronek e-pad tri miz[1].

Afer Qaddafi

Resevet en dije bet Sarkozy moneiz roet gant Mu'ammar al-Qaddafi, prezidant Libia, evit arc’hantaouiñ e gaballerezh 2007 a-enep al lezenn. Kondaonet eo bet e miz Gwengolo 2025 da vezañ toullbac’het e-pad pemp bloaz[2]. Toullbac’het e voe d’ar 21 a viz Here 2025, ar wech kentañ ma oa kaset un den bet prezidant ar pempvet Republik d’un toull-bac’h[3]. Mont a reas er-maez d’an 10 a viz Du 2025 dindan evezh barnerezhel[4].

Remove ads

Diwar-benn ar Vretoned

Komzoù Sarkozy meneget gant ar skrivagnerez c'hallek Yasmina Reza, en he levr L'Aube, le soir ou la nuit: "Je me fous des Bretons. Je vais être au milieu de dix connards en train de regarder une carte."

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads