Springfield Model 1922

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar Springfield Model 1922 a zo ur fuzuilh-kelenn stadunanat produet etre 1922 ha 1942 gant arsanailh Springfield. Diazezet e oa war ar Springfield M1903, a oa neuze arm standart troadegiezh an US Army. Ur fuzuilh dre vorailh eo, kambret e .22 Long Rifle ha pourveziet gant ur c'harger fiñv 5 tenn.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor ha stummoù

E 1919 e soñjas pennoù an NRA stadunanat e oa ret kaout ur fuzuilh diazezet war ar Springfield Model 1903 hag a c'hallje bezañ implijet evel fuzuilh-kelenn er skolioù, er c'hleuboù-tennañ, ha gwerzhet d'he izili. Dindan renerezh ar major Julian S. Hatcher e voe kinniget disoc'h al labour e 1922, hag anvet an arm Model of 1922, Cal .22. War-dro 2000 skouerenn anezhi a voe produet etre 1922 ha 1924[1].

Er bloavezh-se e voe choazet an arm evel fuzuilh-kelenn gant an arme, ha daou stumm gwellaet diwar c'houlenn Jean-Cantius Garand a grogas da vezañ produet, dezhe ur c'hanol, ur c'houch hag ur gambr disheñvel diouzh ar stumm orin : unan evit ar soudarded, anvet M1922 M1, hag unan evit ar siviled, anvet M1922 M1 NRA. Disheñvel e oa o lammoù dreist-holl. Produet ha gwerzhet e voent adalek 1926. E 1932 e voe degaset kemmoù all d'ar vorailh, d'ar graban ha d'an draen. Anvet e voe ar stumm-mañ M1922 M2. 11.172 skouerenn eus ar stumm-mañ a voe produet betek 1942[1], ha kalz stummoù koshoc'h a voe kemmet evit doujañ da berzhioù teknikel an M2[2]. Servijout a reas ar Model 1922 evit kelenn diazezoù an tennañ da galz soudarded stadunanat da vare an Eil Brezel-bed.

E 1957 e voe gwerzhet ul lodenn eus e fuzuilhoù M1922 gant an arme d'ar siviled[1].

Remove ads

Liamm diavaez

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads