Suresnes
kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Suresnes ([sy.ˈʁɛn̪]) zo ur gumun c'hall e departamant Hauts-de-Seine e rannvro Île-de-France, war glann gleiz ar stêr Seine, 10 km diouzh kreiz Paris. E-kichen 130 kumun all emañ e Métropole du Grand Paris abaoe krouidigezh an ensavadur e 2016.
Remove ads
Lec'hanvadurezh
Soresnæ e oa anv latin kêr er Grennamzer, eus Surisna, an doueez c'halian hag a ziwalle unan eus stivelloù ar Mont Valérien[2], Syrenæ diwezhatoc'h.
Surisnas eo an anv gallek kentañ.
Ardamezioù
Douaroniezh
Emañ Suresnes war uhelennoù (etre 29 m ha 162 m) glann dehoù ar stêr Seine, e-tal Koadeg Boulogne hag a zo war ar ribl all e 16vet arondisamant Paris.
El liveoù izelañ ez eus gouezelennoù pri eus an trede hoalad, mein-Champagn enno ; a-us dezho ez eus ur plateiz razek hag a c'hronn penn uhelañ Suresnes, ar Mont Valérien, anezhañ ur bank mein-Champagn ha n'eo ket bet krignet gant an amzer.
Annezet penn-da-benn eo kêr Suresnes ha hini Paris eo he hin.
Istor
Unan eus domanioù ar roue Charles III e oa an tiriad betek m'er roas e 918 da Robert, kont Paris hag abad Saint-Germain-des-Prés. Tamm-ha-tamm e voe savet ha kresket kêriadenn Suresnes, a veve diwar ar gwiniegi hag ar pesketaerezh er stêr.
E miz Ebrel 1593 e voe dalc'het enno ar breutadegoù etre ar roue Henri IV hag ar gatoliked evit terriñ ar brezel a renent enep ar brotestanted[3].
En XVIIIvet kantved e voe savet ur c'halvar war ar Mont Valérien, ma teuas pirc'hirinded. Dizale e voe digoret tavarnioù evit bodañ ha boueta ar feizidi[4]. Uhelidi Paris a lakaas sevel melloù tiez ha liorzhoù. Da vare an Dispac'h gall e kollas abati Saint-Germain-des-Prés he beli war ar Mont-Valérien.
Er bloaz 1830 e voe berzet ar birc'hirinded. E 1839 e voe boulc'het savadur ur pont dreist ar stêr ; pa voe echuet e 1842 e voe fiziet merañ ar gwirioù-treizh en ur poster evit ur badelezh a 77 vloaz, met distrujet e voe ar pont e-kerzh Brezel 1870-1871.
E 1840-1846 e voe savet ur c'hreñvelc'h milourel war ar Mont-Valérien, a gollas neuze e dalvoudegezh relijiel.
Ur pont nevez a voe savet e Suresnes er bloaz 1874. E dibenn ar c'hantved e voe staliet labouradegoù a-hed ar stêr, tra ma kendalc'he ar sevel tiez war ar rozioù.
Mui-ouzh-mui a labourerien a voe e kêr e deroù an XXvet kantved, p'en em stalias labouradegoù kirri-tan, nijerezioù ha gwispid.
Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e 1914 e troas Suresnes da unan eus al lec'hioù pennañ ma veze fardet obuzioù.
E 1919 e voe dilennet Henri Sellier, un ezel eus an SFIO, da vaer. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e lakaas sevel keoded-liorzh Suresnes hag an annezioù izelfeurm (AIF) kentañ, a anvas "annezioù marc'had-mat" (Habitations à bon marché, "HBM" ; Habitations à Loyer Modéré, HLM, hiziv), ul lise e 1929 hag ar « Skol dindan an amzer » (École de plein air) evit ar vugale dorzhellek e 1934-35. E 1938 e voe boulc'het ur pont nevez evit erlerc'hañ ouzh hini 1846.
E dalc'h an nazied e voe kreñvlec'h ar Mont-Valérien e-kerzh an Eil Brezel-bed ; eno e voe fuzuilhet tremen mil gouestlad hag izili eus ar Rezistañs. Ur c'hounlec'h eo hiziv evit enoriñ gouzañvidi ar brezel, ouzhpenn bout annezet gant servijoù al lu c'hall bepred.
E 1950 e voe echuet ar pont nevez. Nebeut-ha-nebeut e serras al labouradegoù, lodennaouegoù tiez a voe savet en o lec'h, ha savadurioù arnevez evit sezioù embregerezhioù meur.
Remove ads
Poblañs
Abaoe 1793 e vez renablet poblañs Suresnes, 1 470 a dud enni er bloaz-se. E 2015 e oa 48 565 a dud o chom e kêr, ur c'hresk a 3,94% e-keñver 2010.
Skeudennaoueg
- Gwinieg Kêr Suresnes
- Ar c'hreñvlec'h
- Ar geoded-liorzh e 2011
- Ar pont dreist ar Seine
Gevelliñ
Gevellet eo Suresnes gant :
Hackney (borough Londrez) (Bro-Saoz)
Colmenar Viejo (Spagn)
Göttingen (Alamagn)
Hann. Münden (Alamagn)
Holon (Israel)
Kragujevac (Serbia)
Targovichte (Bulgaria)
Villach (Aostria)
Etre 1905 ha 1914 e voe krouet un emglev gevelliñ kentañ etre Suresnes ha Puteaux gant kêr saoz Keighley, a-drugarez da wreg ar maer, Alphonse Huillard, a oa a orin saoz. Ouzhpenn ar weladennoù etrezo hag an eskemmoù profoù e voe skeudennaouet ar vignoniezh etre an teir c'hêr e-pad dour-beuz ar Saena e 1910, ha goude-se e voe dastumet arc'hant gant Keighley evit adsevel savadurioù distrujet ha sikour an dud dilabour.[5],[6]
Remove ads
Tud brudet
- Claude Chappe (1763-1805), ijinadenner an arouezva
- Jean-Christophe Averty (1928-2017), lusker skingomz ha skinwel
- Pierre Bellemare (1929-2018), lusker skinwel, produer ha skrivagner
- Hubert Auriol (1952-2021), bleiner redek marc'h-tan ha karr
- Gérard de Suresnes (1961-2005), lusker skingomz
- Pascal Obispo (1965), oberour, sonaozer ha kaner
- Maureen Dor (1970), aktourez, kanerez ha luskerez skinwel belgiat
- Jacques Weber (1949), aktour, fiilmaozer ha leurenner
- Jo-Wilfried Tsonga (1985), c'hoarier tennis
Remove ads
Levrlennadur
- CROSNIER, Étienne (rener) : Histoire de Suresnes, Éditions Suresnes Information, 1989 (ISBN 978-2-95034-750-3)
- SERON, Octave : Suresnes d'autrefois et d'aujourd'hui, Lorisse, 2004 (ISBN 978-2-84435-114-2)
- SORDES, René : Histoire de Suresnes : Des origines à 1945, Suresnes Sordes René, 1965 • Amazon
- Société historique de Suresnes : La belle histoire des rues de Suresnes, Société historique de Suresnes, 2013 (ISBN 978-2-9545738-0-9)
Liammoù diavaez
Daveoù ha notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


