Tangi Merien
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Tangi Merien, ganet e 1987 e Gwitalmeze, zo ur c'haner, aktour, advouezhier, skrivagner senario ha kinniger abadennoù. Skoliataet eo bet er skolioù Diwan eus ar skol vihan betek al lise. Goude-se e voe bloaz hanter e skol-veur Brest o studiañ brezhoneg[1] Ur stummadur en doa graet e skol an ESRA e Roazhon. Bet eo o c'hoari er pezhioù-c'hoari Ar roue Ubu[2] ha Frankiz[3] gant Strollad ar Vro Bagan. Kazetenner eo bet evit Radio Kerne. Goude Radio Kerne e oa bet o c'hoari er stirad Ken Tuch'.
Mouezh Treveur Mac Brennig, tad ar familh, en deus bet graet er Familh Morlaeron. Kinniget en deus an abadennoù Mouchig Dall gant Mai Lincoln ha Na petra 'ta asambles gant Azenor Kallag, evit Frañs 3[4].
Gant Sten Charbonneau en deus kinniget ar c'hoari C'hoari ha Deskiñ evit Brezhoweb[5]. C'hoari a ra rol ar boufoun er strollad An Daou Dangi, asambles gant Tangi Le Gall-Carré[6].
Remove ads
Filmoù
- KAKAHUET, film berr gant Stéphane Ac'h, gant Marion Gwenn, 14 munutenn, 2017[7]
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads