Tenness

From Wikipedia, the free encyclopedia

Tenness
Remove ads

An tenness zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 117 eo he niver atomek ha Ts he arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,051 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 294Ts.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 17, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Remove ads

Istor

En Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe klasket kevanaozañ un elfenn nevez adalek miz Kerzu ar bloaz 2004 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933), hag unan stadunanat en Oak Ridge National Laboratory (ORNL) en Oak Ridge (Tennessee).
D'an 10 viz Ebrel 2010 ez embannas an enklaskerien o devoa skinataet berkeliom-249 gant ionoù kalkiom-48 ha bet c'hwec'h atomenn eus un elfenn nevez, dre an izotopoù ha dre [2].

E miz meurzh 2016 e voe kinniget d'an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) an anv tennessine evit an elfenn nevez, en enor d'an Tennessee. E miz Mezheven 2016 e voe degemeret da anv ofisiel, gant an arouez 117Ts[3].

Remove ads

Perzhioù

Ne ouzer netra a-zivout an elfenn 117Ts er-maez eus he aozadur elektronek abalamour ma'z eus bet kenderc'het kalz re nebeut a atomennoù, ma tigevanont kalz re vuan ha ma koustont kalz re ger.

Izotopoù

Daou izotop eus 117Ts zo bet kavet betek-henn[4].

A-zivout ar bann "Digevanañ"
  • α a dalvez ez eztaol an elfenn ur rannig alpha (kraoñell 2He)en ur zigevaniñ.
Muioc'h a ditouroù Atomenn, Z ...

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads