Lord Voldemort

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Lord Voldemort (ganet Tom Marvolo Riddle e saozneg pe Tom Elvis Jedusor e galleg) zo ur sorser drouk hag a glask ren war ar bed e romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling. Er bestseller anvet Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) (1997) e teu da vezañ enebour-touet Harry Potter. Deskrivet eo evel ur sorser fall hag a glask dastum ur galloud hep e bar ha dont da vezañ divarvel. Kaz en deus ouzh an holl dud n'o deus ket galloudoù hud hag ouzh ar sorserien ganet diwar tud a seurt-se. Kement a spouron o deus ar sorserien all outañ ma nac'h kalz anezhe distagañ e anv ha ma reont dave dezhañ o lavaret "C'hwi-oar-piv" pe "An Hini-Na-Zleer-Ket-Envel." Memes e heulierien ne implijont ket e anv hag a ra anezhañ The Dark Lord ("An aotroù du", pe "Aotrou an Deñvalijenn").

Voldemort a gemer perzh en avanturioù holl romantoù Harry Potter.

Remove ads

Gwezenn lignez Voldemort

     Salazar Slitherin
       |
       ?
       ?
       ?
       ?
       ?
       |
      Elvis Marvolo Gaunt
      (?-war-dro 1927)
       |
  +--------------------+-------------------------+
  |            |
Merope Gaunt        Morfin Gaunt
(War-dro 1907-1926)         (War-dro 1905-1943) 
  |
 Tom Marvolo Ridlle
 (Lord Voldemort)
  (1926-7vet bloavezh HP)

Anv Voldemort

E saozneg, Voldemort a oa anvet Tom Marvolo Riddle pa oa bet ganet. E galleg, avat, eo bet lakaet Tom Elvis Jedusor. En eil levr e tispleger e teu, « Lord Voldemort » eus anagramm e anv gwirion :

TOM MARVOLO RIDDLE → I AM LORD VOLDEMORT

Evel kalz anvioù e romantoù Harry Potter, « Voldemort » a seblant bezañ un anv a orin gallek. Gallout a reer soñjal e teu eus « vol de mort ».

E troidigezhioù Harry Potter ha kambr ar sekredoù, eo bet kemmet anv orin Voldemort evit azasaat an anagramm d’ar yezh implijet. En embannadur polonek avat en deus choazet an troer, Andrzej Polkowski, chom hep kemm an anv, abalamour d’an diaez ma oa kemm an anagramm e doare ma klotfe gant ur frazenn reizh. N’eo ket bet troet an anv kennebeut en embannadur portugalek graet e Portugal, disheñvel diouzh hini Brazil.

Muioc'h a ditouroù Yezh, Anv gwirion ...
Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads