World Wide Web

From Wikipedia, the free encyclopedia

World Wide Web
Remove ads

Ar World Wide Web (pe ar Web, ar WWW, pe W3), ger-ha-ger ar « gwiad-bed », zo ur reizhiad gourskridoù, lodennet war ar Genrouedad, ha gouest da ziskouez d'an dud, dre ur merdeer, pajennoù-gwiad kinniget en-linenn e lec'hiennoù-gwiad. Ar pajennoù-se zo ereet an eil re ouzh ar re all, abalamour da se e vez implijet al leterc'had gwiad. Skrivet e vezont en HTML, peurliesañ.

Thumb
Logo krouet gant R. Caillau e 1990
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Anv berr ...
Remove ads

Kronologiezh berr-ha-berr

  • 1989 : e miz Meurzh, an ijinour saoz Tim Berners-Lee a ginnig mennozh ar World Wide Web (WWW) er CERN (Conseil Européen pour la Recherche Nucléaire) e Genève, Suis, evit ma vefe rannet an ditouroù skiantel er bed a-bezh dre liammoù gourskrid. Kerkent e sav an ijinour belgiat Robert Cailliau, a laboure er CERN ivez, a-du gant ar raktres ; gantañ e voe krouet kentañ logo an arload[1]
  • 1990 : krouidigezh al lec'hienn web kentañ, na c'hall bout tizhet nemet gant implijidi ar CERN.
  • 1993 : e miz Genver e voe roet lañs d'ar merdeer Mosaic, ar merdeer kentañ a oa gouest da ziskwel skeudennoù e pajennoù web, gant ar greizenn-enklaskoù NCSA (National Center for Supercomputing Applications) en Urbana (Illinois) ; e miz Ebrel e voe embannet kod mammenn ar WWW, digoust ha digor d'an holl dud er bed.
  • 1994 : e miz Genver, Yahoo![2], ar c'hentañ renabler pajennoù web, a voe lakaet en-linenn ; e miz Here e voe diazezet ar World Wide Web Consortium (W3C), un aozadur nann kenwerzhel zo e bal kas war-raok kenglotusted teknologiezhioù ar Web (CSS, HTML5, PNG, SOAP, SVG, XML, XTML hag all) dre ar bed.
  • 1995 : donedigezh ar merdeerioù Netscape hag Internet Explorer ; e miz Gouere e voe digoret gant Jeff Bezos al levrdi en-linenn Amazon.
  • 1998 : ganedigezh Google.
  • 2001 : e miz Genver e voe digoret an hollouziadur en-linenn Wikipedia.
  • 2004 : Mark Zuckerberg a zigor ar rouedad sokial Facebook.
  • 2005 : krouidigezh ar savenn filmoù video YouTube[3].
  • 2006 : krouidigezh ar rouedad sokial blogoùigoù Twitter[4].
  • 2009 : krouidigezh WhatsApp, ur servij kemennerezh prim. blog
  • 2010 : krouidigezh ar rouedad sokial luc'hskeudennoù ha videoioù Instagram.


Diraezh d'ar World Wide Web e 2014
Thumb
  • ██ 90.0-100.0
  • ██ 80.0-89.9
  • ██ 70.0-79.9
  • ██ 60.0-69.9
  • ██ 50.0-59.9
  • ██ 40.0-49.9
  • ██ 30.0-39.9
  • ██ 20.0-29.9
  • ██ 10.0-19.9
  • ██ 0-9.9
  • ██ Ditour ebet
  • Remove ads

    Liammoù diavaez

    Notennoù

    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads