Yann
anv paotr From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Yann zo un anv-bihan brezhonek a zo deuet eus ar Bibl, hag a vez roet d'ar baotred alies ha d'ar merc'hed a-wechoù.
Gerdarzh
Dont a ra eus an hebreeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus"), deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e henc'hresianeg, ha Johannes e latin.
Un anv boutin
Un anv roet stank e oa e Breizh, hag en holl vroioù kristen, dre ma'z eo anv daou sant, Yann ar Badezour ha Yann an Avielour, eus penn kentañ istor ar gristeniezh.
Adstummoù
- Yannig e brezhoneg, skrivet Yannick e galleg. Er bloavezhioù 1950-1960, pa ne veze desket tost tamm brezhoneg ebet er skolioù, e oa ar c'hiz da skrivañ ick en anvioù-bihan evel Annick, Jannick, Loïck, Pierrick, Yvonnick.
- Poblek eo ar stummoù gwregel Janed, Janig, Jan, Chanig, Chan, deuet eus ar galleg. Evit Yanna, pe Yannez, a seblant bezañ bet ijinet e dibenn an XXvet kantved.
Anvioù kevrennek
E yezhoù all
Kavout a reer an anv Yann, pe e gevatal, en holl yezhoù Europa ha dre ar bed, abalamour da emled ar relijion gristen.
- Yezhoù keltiek
- Jowan e kerneveureg
- Eóin pe Seán en iwerzhoneg
- anv ar skosad Sean Connery
- Eòin pe Seathan e gouezeleg Skos
- Siôn pe Sion hag Ioan hag Ieuan, hag Iwan e kembraeg
- Yezhoù romanek
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- anv daou roue gall
- anv meur a sant gall, Jean Eudes, Jean-Baptiste de la Salle, ha re all
- Jeanne eo ar furm wregel
- Giovanni (pe Gianni dre verrdro), en italianeg,
- anv 23 fab, hep kontañ 2 a voe Giovanni Paolo
- anv ar sant Giovanni Melchior Bosco Ochienna, anavezet evel Don Bosco
- Giovanna pe Gianna eo ar furm wregel
- João e portugaleg
- Joan, e katalaneg, a zo ivez furm wregel an anv e saozneg,
- Juan e spagnoleg
- Juan de la Cruz, pe Yann ar Groaz, barzh spagnolek ha sant
- Juana eo ar stumm wregel
- Xoán pe Xan, e galizeg
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- Yezhoù germanek
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- anv ar roue saoz brudet, John Lackland, anvet ivez Yann Dizouar e brezhoneg,
- Joan, Joanna, Jane eo ar furmoù gwregel
- Johannes pe Johann, en alamaneg (ha yezhoù germanek arall evel an nederlandeg pe an daneg), ha Hans pe Jan ar stummoù bihanaat
- Johannes Brahms, sonaozour
- Jens, Johan, Jan, Hans e daneg
- Jón, an anv-bihan poblekañ en Enez ar Skorn
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- Yezhoù slavek
- Yezhoù semitek
- Yezhoù baltek
- Jonas , e lituaneg
- Yezhoù all
- Jon (distaget Yôn), hag Iban, pe Manex, pe Xan, en euskareg
- Ίώαννης e henc'hresianeg ha Γιάννης e gresianeg a-vremañ
Remove ads
Tud
Sent kristen
Daou sant kentañ
Anaout a reer da gentañ:
- Yann ar Badezour, an diouganer a vadezas Jezuz, deuet an anv kristen Yann-Vadezour, hag an anv-bihan, diwar e lesanv, lidet d'ar 24 a viz Mezheven pe d'an 29 a viz Eost.
- Yann an Abostol, hag an Avielour, a skrivas ar pevare aviel ha levr an Diskuliadur, lidet d'ar 27 a viz Kerzu pe d'an 8 a viz Mae
Sent all
Sent all zo bet avat:
- Yann Diarc'hen (1280-1349); ganet e Sant-Nouga, e Leon.
- Yann an Aluzener, lidet d'an 23 a viz Genver, pe a viz Du e reter Europa
- Yann Bosco, sant italian
- Yann Brébeuf
- Yann Cassien
- Yann Capistran
- Yann Krizostom
- Yann Klimak
- Yann ar Groaz, ur sant spagnol a oa Juan de Yepes e wir anv,
- Yann Damasken
- Yann Doue
- Yann Efeza
- Yann Eudes
- Yann de Lalande
- Yann Matha
- Yann Nepomuken
- Yann Sant-Tomas
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads