From Wikipedia, the free encyclopedia
Kêr-benn Republik Iwerzhon eo Dulenn (iwerzhoneg Baile Átha Cliath; saozneg Dublin). Kêr vrasañ an enez eo ivez (554 000 annezad er gêr). Gant he zrowardroioù ez eus ouzhpenn 1 200 000 a dud o vevañ enni.
Baile Átha Cliath Dublin — Dulenn | |
---|---|
Banniel | Ardamezioù |
Obedientia Civium Urbis Felicitas "Keodidi Sentus, Keoded Eürus" | |
Melestradur | |
Bro | Iwerzhon |
Proviñs | Laighean |
Maer (2019) | Paul McAuliff (FF) |
Kodoù post | D01 → D18, D20, D22 D24, D6W |
Kod pellgomz | 01 (+3531) |
Douaroniezh | |
Gorread Kêr : Tolead : | 115 km² 318 km² |
Poblañs Kêr : Tolead : Tolpad : | 554 554 1 173 179 1 347 359 |
Stankted | 4 822 ann./km² |
53° 21' N – 6° 16' K | |
Internet | www.dublincity.ie |
Emañ-hi a-hed ar stêr Life, war aod reter ar vro. Diazezet e oa gant ar Ouezeled er 7vet kantved. En em staliañ a rejont ar Vikinged eno er IXvet kantved. E 1922 e teuas da vezañ kêr-benn Stad Dieub Iwerzhon.
Meneget e oa gant Ptoleme ul lec'h Eblana e anv tro-dro 140 goude JK.
Anat eo ar ger e brezhoneg : du-lenn da lâret eo lenn zu. Dont a ra eus ar gouezeleg dubh ha lind.
Hervez niveradeg 2016 e oa 553 165 annezad e kêr Dulenn er bloazh-se, 1 270 603 annezad a oa e kontelezh Dulenn rannet e pevar takad melestradurel : kêr Dulenn, Dulenn Su, Fingal ha Dún Laoghaire-Rathdown, ha 1 804 156 annezad e rannvro Dulenn Meur.
Labouradeg kozh Guinness zo deuet da vezañ ur mirdi ramzel war istor ar merk.
Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e oa Iwerzhon lesanvet an Tigr keltiek abalamour d'he c'hresk armerzhel bras. Hiziv emañ staliet eno sezioù pe da nebeutañ bonioù gwezhiadel kalz embregerezhioù amerikan evel Microsoft, Google, Facebook, Amazon, eBay, PayPal, Yahoo!, Twitter, Accenture ha Pfizer.
Tizhet e oa he feur dilabour izelañ gant Dulenn en eil kard eus ar bloavezh 2018, gant 5.7% hervez an Dublin Economic Monitor[1],[2].
Unan eus stadoù brasañ Europa eo Croke Park. Eno e vez aozet krogadoù ar sportoù gouezelek evel an hurling hag ar mell-droad ouezelek, sport muiañ-karet an Iwerzhoniz. Degemer a ra ivez krogadoù etrebroadel rugbi ha sonadegoù evel re U2 ha Robbie Williams. Stad Lansdowne Road a zegemer krogadoù mell-droad ha rugbi.
Tachennoù zo e trowardrioù ar gêr evit ar redadegoù levrini, e Shelbourne Park da skouer, hag evit ar redadegoù kezeg, evel e Leopardstown. Kalz stadoù all a zo evit ar basket-ball, an handball gouezelek, an hoke war leton hag an atleterezh.
D'an 11 a viz Gouere 1998 e oa bet dalc'het rakredadeg Tro Bro-C'hall 1998 e Dulenn (a-benn d'an eur) ; aet e oa bet ar maout gant Chris Boardman (Bro-Saoz).
Kêr-benn Europa ar sport a oa Dulenn e 2010.
Skoulmet e vez ivez liammoù mignoniezh gant kêrioù all :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.