5,45 × 39 mm M74
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar 5,45 × 39 mm M74 (evit ar bloavezh 1974) zo ur munision soviedel savet da gentañ evit ar fuzuilhoù-arsailh AK-74.
Remove ads
Istor
Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e oa kambret ar braz eus ar fuzuilhoù-arsailh er bed gant munisionoù hir : 7,62 × 51 mm evit ar Stadunaniz ha 7,62 × 39 mm evit ar Soviediz da skouer. D'ar mare-se e voe komprenet e oa re c'halloudus munisionoù ra seurt-se evit emgannoù tost er janglenn pe er c'hêrioù. Ma vije izelaet ment ha pouez ar c'hartouchennoù e c'hallje ivez ar soudarded kas muioc'h anezhe gante war an dachenn. An Stadunaniz a grouas munisionoù berroc'h (5,56 × 45 mm) a ziskouezas bezañ efedus e Brezel Viêt Nam. Eno e voe kaset fuzuilhoù AR-15 da arme ar Su Viêt Nam. Skouerennoù eus an armoù hag o munisionoù a voe seziset gant o enebourien, ha kaset d'an URSS evit bezañ studiet eno[1].
An ijinourien soviedat a laboure er memes koulz evit gwellaat ar c'hartouchennoù 5,6 × 39 mm, savet adalek 1955 en o bro evit ar chase hag an tennañ. Divizout a rejont izelaat treuzkiz o douilhez hag o boled, ha diwar-se e voe ganet ar 5,45 × 39 mm. Ar c'hartouchennoù kentañ a voe produet e uzin Toula e 1968[1]. Adalek 1974 e voe produet ar fuzuilhoù-arsailh AK-74 evit kemer plas an AK-47. Kambret e oant evit ar munision nevez.
Remove ads
Implij
Ar 5,45 × 39 mm M74 a zeuas da vezañ munision standart broioù Pakt Varsovia. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh gant arme Rusia. Armoù kambret e 5,45 × 39 mm a vez implijet gant soudarded an daou du er brezel etre Ukraina ha Rusia. Daoust d'an armoù kambret e standard AFNA roet da Ukrainianiz e kav aesoc'h lod ober gant armoù soviedel peogwir e c'hallont kavout munisionoù aesoc'h ma tapont takadoù dalc'het gant ar Rusianed.[2]
Remove ads
Perzhioù teknikel
Meur a stumm eus ar c'hartouchennoù 5,45 × 39 mm a voe savet : 7N6 (anvet ivez PS, kalonenn dir), 7N10 (anvet ivez PS) ha 7N22 (BP, galloud-toullañ uhel), 7N24 7U1 (subsoned, da vezañ implijet en AKS-74UB), 7N39 (PPBS), 7N40, 7T3 (roudenner) ha 7Kh3 en o zouez[1][3].
Munisionoù savet evit an arme
Munisionoù savet evit ar siviled
Remove ads
Liammoù diavaez
- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads